An trede Sul goude ar Sul Gwenn
Dominica Tertia post Pentecosten (Dominica infra Oct. Ssmi Cordis Iesu) – An trede Sul goude ar Sul Gwenn (ar Sul eus Eizhvetez Kalon Sakr Meurbet Jezuz); novus ordo: Unnekvet Sul per annum.
Goueler ar sizhunvezh 14-20 Mezheven
*+*+*+*+*+*
Dimanche 14 Juin 2023 – 3e Dimanche après la Pentecôte (Dimanche dans l’Octave du Sacré-Coeur) / nouveau missel: 11e Dimanche per annum.
Saints & fêtes pour la semaine du 14 au 20 Juin
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
novus ordo
eus Aviel s:Mazhev 9, 36-10, 8
En amzer-se, o welout an engroezioù tud-se, en devoe Jezuz truez outo, rak skuizh e oant ha mantret, evel deñved hep mesaer. Neuze e lavaras d’e ziskibien: «Stank eo an eost, distank avat an eosterion. Pedit eta mestr an eost ma kaso war e eost labourerion.» Gervel a reas neuze e zaouzek diskibl, hag e roas dezho galloud da gas kuit ar speredoù hudur ha da bareañ pep kleñved ha pep namm. Ha setu amañ anvioù an daouzek abostol: Simon, anvet Pêr, an hini kentañ, hag Andrev e vreur; Jakez, mab Zebedea, ha Yann e vreur, Filip ha Bartolome; Tomaz ha Mazhev ar publikan, Jakez, mab Alfe, ha Tadde; Simon ar C’hanaaniad, ha Judaz an Iskariot, an hini e gwerzhas zoken. An daouzek-se, Jezuz o c’hasas da visioniñ, en ur gemenn dezho kement-mañ: «N’it ket war-zu ar Baganed ha n’antreit ket e kêrioù Samariz. It kentoc’h etrezek deñved kollet ti Israel. War ho hent, embannit emañ tost Rouantelezh an Neñvoù. Pareit ar re glañv, dasorc’hit ar re varv, glanait ar re lovr, kasit kuit an drouksperedoù; resevet hoc’h eus evit netra, roit evit netra.

https://gregorien-en-paroisse.fr/
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load Introïbo
Dominica Tertia post Pentecosten
Digoradur

Salm 24, 16 & 18
Réspice in me et miserére mei, Dómine: quóniam únicus et pauper sum ego: vide humilitátem meam et labórem meum: et dimítte ómnia peccáta mea, Deus meus.+ 1-2 / Ad te, Dómine, levávi ánimam meam: Deus meus, in te confído, non erubéscam.
Troit davedon, ho pet truez ouzhin, dre ma’z on va-unan-penn ha reuzeudik. Gwelit va reuzeudigezh ha va zrevell ha pardonit din, va Doue, va holl bec’hedoù. Etrezek ennoc’h, Aotrou, e savan va ene, va Doue, ennoc’h e fizian. Grit n’am bo ket a vezh.
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Goueler ar sizhunvezh 14-20 Mezheven
*+*+*+*+*+*
Saints & fêtes pour la semaine du 14 au 20 Juin
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*

