Sul Fask
Sul 29 a viz Meurzh 2026 – Dominica Resurrectionis – Sul Fask
29 Mars 2023 – Dimanche de la Résurrection
disul – Irena; Merzherion Persia; Ethelburg; Kalanel
dilun – Ireneos; Eutikez; Brec’han
dimeurzh – Gibard; Brennac’h; Fionnan
dimerc’her – Denez Aleksandria ; Gwalder; Koñstensia
diriaou – Demetrius; Gwaltrud; Meldrog
digwener – C’hwec’h mil Merzherion Georgia; Adeodad
disadorn – Domnion; Guthlag; Stanislaz
kavit aze ar goueler klok evit ar sizhunvezh 5-11 a viz Ebrel
Saints & fêtes pour la semaine du 5 au 11 Avril
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
novus ordo
Kemenn ar Pask (Exsultet iam angelica)
Tridit gant al levenez, aeled ar Baradoz ; tridit gant al levenez, servijerien Doue ; kanit, gant sonerezh, an trec’h war ar marv, deuet, hiziv, da vat, dre c’halloud hor Roue. Bez eürus, te ivez, o douar hor mager, a strink diouzhit hiziv kement a sklêrijenn, o vezañ ma ‘z out bet ruilhet en e sklêrijenn, dre m’eo gantañ skubet kement teñvalijenn. Ha bez laouen ivez, Iliz, hor mamm santel, fichet en da gaerañ, gant splannder da Roue ; selaou, o tregerniñ, dindan pleg e vanniel, e-barzh an iliz-mañ, hor c’han a levenez.

https://gregorien-en-paroisse.fr/
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load Introïbo
Dominica Resurrectionis
Digoradur

Resurréxi, et adhuc tecum sum, allelúia: posuísti super me manum tuam, allelúia: mirábilis facta est sciéntia tua, allelúia, allelúia. & Dómine, probásti me et cognovísti me: tu cognovísti sessiónem meam et resurrectiónem meam.
Dasorc’het on, hag emaon adarre ganeoc’h, alleluia! Astennit ho peus ho torn warnon, alleluia! Burzudus eo bet ho furnez, alleluia, alleluia. & Va amprouet ho peus, c’hwi Arloz, ha va anavezet. Gouzout a rit mat pegen izel on bet lakaet, anavezout a rit va dasorc’h.
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
kavit aze ar goueler klok evit ar sizhunvezh 5-11 a viz Ebrel
Saints & fêtes pour la semaine du 5 au 11 Avril




