Trede Sul ar C’horaiz

Trede Sul ar C’horaiz

Sul 8 a viz Meurzh 2026 Domenica tertia in Quadragesima Trede Sul ar C’horaiz

Dimanche 8 Mars 20263e Dimanche de Carême

disul Yann Doue; Senan

dilun Frañseza Romana; Felis a Rewiz

dimeurzh – Maker; Emilian

dimerc’her – Eunike; Beuzog

diriaou – Paol Aorelian; Inosant I

digwener – Kemev; Tuder

disadorn – Leon; Hegareg

 

kavit aze ar goueler klok evit ar sizhunvezh 8-14 a viz Meurzh

Saints & fêtes pour la semaine du 8 au 14 Mars

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+* 

Aviel novus ordo

Yann 4, 5-15

En em gavout a ra Jezuz eta gant ur gêr eus Samaria, anvet Sikar, damdost d’an douaroù bet roet gant Yakob d’e vab Jozef. Eno edo puñs Yakob. Ha Jezuz, skuizh gant an hent, a oa en e goazez evel-se war vord ar puñs. War-dro kreisteiz e oa anezhi. Ma tegouezhas ur vaouez eus Samaria, o tont da dennañ dour.

Lavarout a eure Jezuz dezhi: «Ro din da evañ.» Rak e ziskibion a oa aet e kêr da brenañ boued. Met ar vaouez samariat-se a respontas dezhañ: «Penaos, te hag a zo Yuzev, a c’houlenn da evañ diganin-me, ur Samariadez?» Rak ar Yuzevion n’o devez darempred ebet gant ar Samariz. Jezuz a respontas en ur lavarout dezhi: «Mar anavfes donezon Doue ha piv eo a lavar dit:  »Ro din da evañ », eo te marteze az pije graet outañ an hevelep goulenn ha roet en divije dour bev dit-te.»

«Aotroù, emezi, n’ec’h eus netra da dennañ dour ha don eo ar puñs. A belec’h eta az pije an dour bev-se? Ha te ‘zo brasoc’h eget hon tad Yakob en deus roet dimp ar puñs-mañ hag evet dioutañ e-unan, koulz hag e vugale hag e loened?» Respont a reas Jezuz dezhi ha lavarout: «Kement hini a ev eus an dour-mañ en devo sec’hed c’hoazh; met an neb a evo eus an dour a roin-me dezhañ n’en devo sec’hed biken ken hag an dour a roin dezhañ a zeuio da vezañ ennañ ur vammenn-dour o strinkañ evit ar vuhez peurbadel». Ar vaouez a lavaras dezhañ: «Aotroù, ro din eus an dour-se, evit na ‘m bo ket sec’hed ken, ha na zeuin ket ken amañ da dennañ dour».

 

Img In CantateDomino 5P

pezhioù gregorian novus ordo:

https://gregorien-en-paroisse.fr/

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*

Oferenn eus an Usus Antiquor

kv al load Introïbo

 

Domenica Tertia in Quadragesima

 

Digoradur

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

 

Salm 24, 15-16

Oculi mei semper ad Dóminum, quia ipse evéllet de láqueo pedes meos : réspice in me, et miserére mei, quóniam únicus et pauper sum ego. & 1-2 / Ad te, Dómine, levávi ánimam meam : Deus meus, in te confído, non erubéscam.

Emañ bepred va daoulagad ouzh an Aotroù, rak eñ a denno va zreid eus ar roued. Troit davedon, ho pet truez ouzhin, dre ma’z on va-unan-penn ha reuzeudik. & 1-2 / Etrezek ennoc’h, Aotroù, e savan va ene; va Doue, ennoc’h e fizian. Grit n’am bo ket a vezh.


*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*

Goueler ar sizhunvezh

8-14 a viz Meurzh

Saints & fêtes pour la semaine du 8 au 14 Mars