Eil Sul ar C’horaiz
Sul 1 a viz Meurzh 2026 – Domenica secunda in Quadragesima – Eil Sul ar C’horaiz
Dimanche 1er Mars 2026 – 2e Dimanche de Carême
disul – Dewi; Eudoksia; Albin
dilun – Jaoua; Karl Iañ a Flandrez
dimeurzh – Gwennole; Kunegond
dimerc’her – Bazil; Kazimir; Fridolin
diriaou – Lucius Iañ; Kieran; Peran
digwener – Sane; Oanez Bohemia
disadorn – Erzerc’hadenn skeudenn santez Anna ouzh Iwan Nikolazig; Perpetua ha Felisite; Eleizhran
kavit aze ar goueler klok evit ar sizhunvezh 1-7 a viz meurzh
Saints & fêtes pour la semaine du 1 au 7 mars
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Aviel novus ordo
Mazhev 4, 1-11
Neuze e voe bleinet Jezuz gant ar Spered d’ar gouelec’h evit bezañ temptet gant an Diaoul. Goude yunañ e-pad daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh e teuas neuze naon dezhañ. Hag an tempter da dostaat ha da lavarout dezhañ: «Mard out Mab Doue, lavar eta d’ar vein-se treiñ da vara.» Jezuz a respontas: «Skrivet eo: N’eo ket diwar vara hepken e vevo an den, met diwar gement a zeu eus genou Doue.» An Diaoul neuze e kas d’ar Gêr santel; e lakaat a ra war lein an Templ, hag e lavar dezhañ: «Mard out Mab Doue, en em daol d’an traoñ, rak skrivet eo: Gourc’hemenn a ray evidout d’e Aeled, ha da zougen a raint en o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen.» Jezuz a respontas : «Skrivet eo ivez: Ne dempti ket an Aotroù da Zoue.» An Diaoul e kas c’hoazh war ur menez uhel-meurbet, hag o tiskouez dezhañ holl rouantelezhioù ar bed hag o gloar, e lavar dezhañ: «Kement-se a roin dit mar kouezhez e-harz va zreid da stouiñ dirazon.» Jezuz avat a respontas dezhañ: «Kerzh kuit, Satan, rak skrivet eo: An Aotroù da Zoue a azeuli ha dezhañ hepken doujañs a zougi.» E lezel a reas neuze an Diaoul, ha setu Aeled da dostaat ha d’e servijañ.

https://gregorien-en-paroisse.fr/
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load Introïbo
Domenica Prima in Quadragesima
Digoradur

Salm 24, 6, 3 & 22
Reminíscere miseratiónum tuarum, Dómine, et misericórdiæ tuæ, quæ a sǽculo sunt : ne umquam dominéntur nobis inimíci nostri : líbera nos, Deus Israël, ex ómnibus angústiis nostris. &1-2 / Ad te, Dómine, levávi ánimam meam : Deus meus, in te confído, non erubéscam.
Ho pet soñj eus ho trugarez, Aotroù, eus ho karantez a zo bet a viskoazh, na vo hon enebourion trec’h warnomp biken. O, Doue, dieubit Israel eus e holl enkrezioù! & 1-2 / Etrezek ennoc’h, Aotroù, e savan va ene; va Doue, ennoc’h e fizian. Grit n’am bo ket a vezh.
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Goueler ar sizhunvezh
Saints & fêtes pour la semaine du 1 au 7 mars



