Sul 4 a viz Genver 2026 – Usus Antiquor: Sanctissimi Nominis Iesu – Gouel Anv Santel Meurbet Jezuz; novus ordo Gouel ar Rouaned
Dimanche 4 Janvier 2026 – Très Saint Nom de Jésus ; N.O. Epiphanie
+ santez Elizabed Ann Bayley Seton; sant Gwiniav; sant Madeg
dilun – sant Konwoion; santez Ciar
dimeurzh – Epifaniezh pe Kloderzerc’h an Arloz (Gouel ar Rouaned)
dimerc’her – sant Brannog; santez Kendiernez
diriaou – sant Felis; santez Ernad
digwener – Gouel ar Seizh Sant, Tadoù Breizh; sant Faelan
disadorn – sant Paol ar Penitiour; sant Radian
Saints & fêtes 4-10 Janvier
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Aviel novus ordo
Mazhev 2, 1-12 (A°)
Pa voe bet ganet Jezuz e Betlehem Youda, en amzer ar roue Herodez, setu ma teuas da Jeruzalem, Majed eus ar Sav-heol, ha lavarout a raent: «E pelec’h emañ roue ar Yuzevien a zo nevez-c’hanet? Rak gwelet hon eus e steredenn e tu ar Sav-heol, ha deuet omp da stouiñ dirazañ». O klevout kement-se e voe trubuilhet ar roue Herodez ha gantañ Jeruzalem a-bezh. Bodañ a reas an holl veleien vras ha Skribed ar bobl, hag e c’houlennas diganto e pelec’h e tlee ar Mesiaz bezañ ganet. Ar re-mañ a respontas dezhañ: «E Betlehem Youda, rak evel-henn eo bet skrivet gant ar profed: Ha te, Betlehem, douar Youda, n’out ket an disterañ e-touez kêrioù bras Youda, rak ac’hanout e teuio ur penn-rener hag a vo pastor va fobl, Israel». Herodez neuze, o vezañ galvet ar Vajed e kuzh, a c’houlennas diganto pe-da-vare resis e oa en em ziskouezet dezho ar steredenn. Hag o c’hasas da Vetlehem, en ur lavarout: «It, enklaskit pizh diwar-benn ar bugel, ha pa ho po e gavet, kemennit din en-dro, evit ma ‘z in me ivez da stouiñ dirazañ». Goude bezañ klevet komzoù ar roue, ez ejont en hent. Ha setu ar steredenn o devoa gwelet e tu ar Sav-heol, a gerzhe dirazo betek ma teuas da chom a-sav, a-us d’al lec’h m’edo ar bugel. O welout ar steredenn e voent karget holl a levenez vras. Aet e-barzh an ti e kavjont ar bugel gant Mari e vamm, hag o kouezhañ d’an daoulin e stoujont dirazañ; hag o vezañ digoret o c’hasedigoù e kinnigjont dezhañ da brof, aour, ezañs ha mir. Met o vezañ ma oa bet kemennet dezho dre o c’housk, chom hep distreiñ da gaout Herodez, e tistrojont d’o bro dre un hent disheñvel.

https://gregorien-en-paroisse.fr/
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load Introïbo
Digoradur

Filipidi 2,10-11
In nómine Iesu omne genu flectátur, cæléstium, terréstrium et infernórum : et omnis lingua confiteátur, quia Dóminus Iesus Christus in glória est Dei Patris. Salm 8,2 Dómine, Dóminus noster, quam admirábile est nomen tuum in univérsa terra !
En anv Jezuz e plego pep glin, e lein an neñvoù, war an douar hag e bed an Ankoù, evit ma tisklêrio pep teod ez eo Jezuz Krist an Aotroù, e klod Doue an Tad. S/ Aotroù, hon Doue, na pegen meurdezus eo hoc’h anv, dre an douar a-bezh !
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Goueler ar sizhunvezh





