Sul 28 a viz Kerzu 2025 – Dominica infra Octavam Nativitatis – Ar Sul eus Eizhvetez ar C’Hinivelezh pe Sul an Tiegezh Santel (Novus Ordo) .
Dimanche 28 Décembre 2024 – Dimanche dans l’Octave de la Nativité ; Novus O.: Ste Famille
+Gouel an Dianteged Wenvidik
dilun – sant Tomaz Becket
dimeurzh – santez Tigrid
dimerc’her – sant Silvestr; sant Maeleg
digwener – Gouel-meur Santez Mari Mamm Doue; santez Fainchesant Bazilios Veur
disadorn – Gouel Anv Santel Jezuz
Saints & fêtes 28 Déc. – 3 Janvier
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Aviel novus ordo
Mazhev 2, 13-15. 19-23 (A°)
Goude dezho mont kuit, setu un Ael eus an Aotroù en em ziskouezas da Jozef dre e gousk, hag a lavaras dezhañ: «Sav, kemer ar bugel hag e vamm, tec’h d’an Egipt, ha chom eno betek ma lavarin dit; rak Herodez a ya da glask ar bugel evit e lazhañ.» Eñ neuze a savas, a gemeras ar bugel hag e vamm e-kreiz an noz, hag en em dennas d’an Egipt. Chom a reas eno betek marv Herodez, evit ma teufe da wir pezh en devoa lavaret an Aotrou dre gomzoù ar profed: «Eus an Egipt em eus galvet va mab.» Goude marv Herodez, setu an Ael eus an Aotroù en em ziskouezas dre e gousk da Jozef en Ejipt, 20 da lavarout dezhañ: «Sav, kemer ar bugel hag e vamm, ha kae da vro Israel; rak marv eo ar re a glaske ar bugel evit e lazhañ.» Eñ avat a savas, a gemeras ar bugel hag e vamm hag a zeuas en-dro da vro Israel. Met o klevout e rene Arkelaus war Youdea e-lec’h e dad Herodez, en devoe aon da vont di. Aliet dre e gousk ec’h en em dennas e Galilea, hag e teuas da chom en ur gêr anvet Nazared, evit ma teufe da wir ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded: «Nazaread a vo graet anezhañ.»

https://gregorien-en-paroisse.fr/
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load Introïbo
Dominica infra Octavam Nativitatis
Digoradur

Furnez 18, 14-15.
Dum médium siléntium tenérent ómnia, et nox in suo cursu médium iter háberet, omnípotens Sermo tuus, Dómine, de cælis a regálibus sédibus venit. +Salm 92,1 Dóminus regnávit, decórem indútus est: indútus est Dóminus fortitúdinem, et præcínxit se.
E-pad ma oa goloet pep tra gant ur sioulder don
Ha m’en em gave an noz e-kreiz he redadenn herrus,
E kemeras da lavar hollc’halloudek
E lañs eus lein an neñvoù, eus an tron roueel;
S/ An Aotroù a ren ! Gwisket eo a veurdez ;
gwisket a nerzh eo an Aotroù ha gourizet gantañ.
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Goueler ar sizhunvezh





