Dominica Vigesima tertia post Pentecosten * Trede Sul warn ugent goude ar Sul-Gwenn ( misal nevez 33de Sul per annum)

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

 

Sul 16 a viz Du 2022 – Usus Antiquior: Dominica Vigesima tertia post Pentecosten * Trede Sul war ‘n ugent goude ar Sul-Gwenn ( misal nevez 33de Sul per annum)

Dimanche 16 novembre 2022 – 23ème Dimanche après la Pentecôte (nv missel 33e Dimanche per annum)



 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+* 

Aviel novus ordo

Lukaz 21, 5-19

Evel ma lavare hiniennoù diwar-benn an Templ, e oa kinklet gant mein kaer ha donezonoù-gouestl, e lavaras: «Evit an traoù-se a sellit outo e teuio deizioù ma ne chomo ken anezho maen war vaen a gement na vo ket diskaret.» Goulenn a rejont outañ: «Mestr, pegoulz eta e vo kement-se, ha petra vo an arouez ma vo an traoù-se war-nes c’hoarvezout?» Eñ a respontas: «Diwallit da ziheñchañ. Rak kalz a zeuio dindan va anv hag a lavaro: Me eo! ha: Tost eo ar c’houlz! N’it ket d’o heul. 9 Ha pa glevot komz eus brezelioù ha taolioù-dispac’h, na vezit ket spontet; ret eo e c’hoarvezfe kement-se da gentañ, hogen n’eo ket diouzhtu e vo an diwezh.» Neuze e lavaras dezho: «Sevel a ray broad enep broad ha rouantelezh enep rouantelezh. Krenioù-douar bras a vo, hag amañ hag a-hont bosennoù, naonegezhioù; darvoudoù spontus a vo hag en neñv arouezioù bras. Met a-raok kement-se e taolint o daouarn warnoc’h, ho stlejañ d’ar sinagogennoù ha d’ar prizonioù, ho kas dirak ar rouaned hag ar c’houarnourion abalamour d’am anv. Gant-se ho po tro da reiñ testeni din. Lakait mat en ho soñj n’ho po ket da brederiañ en a-raok petra vo da respont. Rak me eo a roio deoc’h komz ha furnez, a seurt ma n’hello ket hoc’h enebourien herzel outo nag o dislavarout. Gwerzhet e vezot zoken gant ho tad hag ho mamm, ho preudeur, ho tud kar hag ho mignoned; darn ac’hanoc’h a vo lazhet. Ha kasaet e vezot gant an holl en abeg d’am anv. Met, blevenn ebet diwar ho penn ned aio da goll. Dre ho talc’hegezh er boan e c’hounezot hoc’h eneoù.

 

 

Img In CantateDomino 5P

pezhioù gregorian novus ordo:

https://gregorien-en-paroisse.fr/

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*

Oferenn eus an Usus Antiquor

kv al load Introïbo

 

Dominica Vigesima tertia post Pentecosten

Digoradur

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

 

Yeremias 29,11-12&14.

Dicit Dóminus : Ego cógito cogitatiónes pacis, et non afflictiónis: in vocábitis me, et ego exáudiam vos: et redúcam captivitátem vestram de cunctis locis. +Salm 84,2 / Benedixísti, Dómine, terram tuam: avertísti captivitátem Iacob.

 

Rak me am eus mennadoù a beoc’h ha n’eo ket a zrouknerzh – lavar an Aotroù ho selaou a rin, ho tegas a rin en-dro el lec’h m’am boa hoc’h harluet dioutañ. /S. Diskouezet hoc’h eus, Aotroù, ho trugarez ouzh an douar, adroet hoc’h eus dqa Yakob an eurvad.

 

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*

Goueler ar sizhunvezh

16-22Du

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*