Dedi penniliz ar Salver Santel Meurbet (Sant-Yann Laterano)

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

 

Disul nav a viz Du 2025 – IN DEDICATIONE ARCHIBASILICÆ SSMI SALVATORIS Dedi penniliz ar Salver Santel Meurbet (Sant-Yann Laterano) – misal V.2 : ivez

Sant-Yann Laterano a zo iliz-veur Roma, ha neuze mamm ha penn holl ilizoù ar bed kristen. Savet e voe gant an impalaer Kustentin e deroù ar pevare kantved e-kichen Palez tiegezh kozh al Laterianed ha gouestlet d’ar C’hrist Salver.

Dimanche 9 Novembre 2025 – DÉDICACE DE L’ARCHIBASILIQUE DU T. SAINT SAUVEUR (per annum : idem)

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+* 

Aviel novus ordo

Yann 2, 13-22

Tost e oa Pask ar Yuzevion ha Jezuz a bignas da Jeruzalem. Kavout a reas en Templ ar werzherion ejened, deñved ha koulmed, hag an drokerion-voneiz en o c’hoazez. Hag o vezañ graet ur skourjez gant kerdin, ec’h argasas an holl er-maez eus an Templ, hag an deñved hag an ejened ; stlabezañ a reas moneiz an drokerion hag ec’h eilpennas o zaolioù. Ha d’ar varc’hadourion-goulmed e lavaras: «Kasit kement-se ac’hann, ha na rit ket eus ti va Zad un ti-kenwerzh.» Neuze e teuas soñj d’e ziskibion ez eo bet skrivet: «Ar gred evit ho ti am debro-me.» Ar Yuzevion avat a savas o mouezh hag a lavaras dezhañ: «Peseurt arouez a ziskouezez dimp evit gallout ober kement-se?» Ha Jezuz da respont ha da lavarout dezho: «Diskarit an Templ-mañ hag en ur ober tri devezh me en adsavo.» Neuze ar Yuzevion a lavaras : «C’hwec’h vloaz ha daou-ugent eo bet padet sevel an Templ-mañ, ha te en ur ober tri devezh en adsavo?» 21 Met eñ a gomze eus Templ e gorf. Neuze pa voe adsavet a-douez ar re varv, e teuas soñj d’e ziskibion en devoa lavaret an dra-se, hag e kredjont er Skritur hag er gomz bet diskleriet gant Jezuz.

 

Img In CantateDomino 5P

pezhioù gregorian novus ordo:

https://gregorien-en-paroisse.fr/

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*

Oferenn eus an Usus Antiquor

kv al load Introïbo

 

 

In dedicatione archibasilicae Sanctissimi Salvatoris

Digoradur

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

 

Gen. 28, 17.

Terríbilis est locus iste: hic domus Dei est et porta cæli : et vocábitur aula Dei. Salm 83, 2-3 Quam dilécta tabernácula tua, Dómine virtútum! concupíscit, et déficit ánima mea in átria Dómini.

«Pegen spontus al lec’h-mañ! Ned eo amañ nemet ti Doue ha dor an neñvoù!» S/ Pegen karet eo ho ti santel, Aotroù ar galloudoù! Va ene a langis gant ar c’hoant da welout porzhioù sakr an Aotroù!

 

 

 

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*

Goueler ar sizhunvezh

 

9-15 a viz Du

 

 

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*