Sul 19 a viz Here 2025 – Dominica Decima nona post Pentecosten – Naontekvet Sul goude ar Sul Wenn (novus ordo 29vet Sul)
19e Dimanche après la Pentecôte – Novus ordo: 29e Dim. per annum.
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Aviel novus ordo
Lukaz *18, 1-8
En amzer-se e lavare Jezuz d’e ziskibion ur barabolenn diwar-benn ar ret ma ‘z eo pediñ dalc’hmat hep laoskaat: «En ur gêr bennak, emezañ, e oa ur barner ha na zouje ket Doue, ha n’en devoa douj ebet evit an den. Hag er gêr-se ivez e oa un intañvez a zeue d’e gaout en ur lavarout dezhañ: »Ro va gwir din enep va enebour. » Hag e-pad pell, ne fellas ket dezhañ. Met a-benn an dibenn, e lavaras ennañ e-unan: »Ha goude na zoujan ket Doue ha n’em eus douj ebet evit den, koulskoude, dre ma ‘z eo un torrpenn an intañvez-se, e roin he gwir dezhi, gant aon na zalc’hfe da zont hep dibenn ebet d’ober trouz din. »» Hag an Aotroù a lavaras: «Klevit ar pezh a lavar ar barner disleal-se. Ha Doue ne roje ket o gwir d’e dud dibabet pa c’harmont etrezek ennañ, noz-deiz, hag a chomfe o taleañ en o c’heñver?Me a lavar deoc’h, e roio prim o gwir dezho. Hogen pa zeuy Mab an Den, daoust hag e kavo feiz war an douar?»
https://gregorien-en-paroisse.fr/
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load Introïbo
Dominica Decima nona post Pentecosten
Digoradur
Salus pópuli ego sum, dicit Dóminus : de quacúmque tribulatióne clamáverint ad me, exáudiam eos: et ero illórum Dóminus in perpétuum. +Salm 77, 1. Attendite, pópule meus, legem meam : inclináte aurem vestram in verba oris mei.
Me eo silvidigezh ar bobl, eme an Aotroù ; n’eus forzh eus peseurt anken e c’harmint warzu ennon, me o selaouo ; me a zo Doue da viken. / Selaou, o va Fobl, va c’helennadurezh; digor da skouarn da gomzoù va genou.
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Goueler Breizh evit ar sizhunvezh

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*