Sul 5 a viz Here 2025 – Dominica Decima septima post Pentecosten – ar seitekvet Sul goude ar Sul-Gwenn / +Sacratissimi Rosarii B: Mariae Virginis (Ad Invitatorium) – gouel Rozera Santel Meurbet ar Wenvidik Gwerc’hez Vari.
17e Dimanche après la Pentecôte / fête du Très Saint Rosaire de la bienheureuse Vierge Marie (facultatif) – Novus ordo: 27e Dim. per annum.
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Aviel novus ordo
Lukaz *17, 5-10
En amzer-se e lavaras an ebestel d’an Aotroù: «Kresk ennomp ar feiz!» An Aotroù a respontas: «Mar ho pije feiz kement hag ur c’hreunenn-sezo, e lavarfec’h d’ar wezenn-vouar-mañ: »En em ziwrizienn ha kae d’en em blantañ er mor »; hag e sentfe ouzhoc’h. Piv ac’hanoc’h, mar en deus ur servijer oc’h arat, pe o vesa, a lavaro dezhañ pa zistroio eus ar park: »Deus buan da azezañ ouzh taol »? Daoust ha ne lavaro ket kentoc’h dezhañ: »Aoz din peadra da goaniañ, ha stard da c’houriz d’am servijañ, ken n’em bo debret hag evet, ha neuze e c’helli debriñ hag evañ te ivez »? Daoust hag anaoudegezh vat en devo e-keñver ar servijer-se dre m’en devo graet ar pezh a oa gourc’hemennet dezhañ? Evel-se, c’hwi ivez, pa ho po graet kement a zo bet gourc’hemennet deoc’h, lavarit: »Servijerion dister ez omp: nemet ar pezh a zleemp da ober, n’hon eus graet ken ».»
https://gregorien-en-paroisse.fr/
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load Introïbo
Dominica Decima septima post Pentecosten
Digoradur
Salm 118, 137 & 124
Iustus es, Dómine, et rectum iudicium tuum : fac cum servo tuo secúndum misericórdiam tuam.+ 1 / Beáti immaculáti in via : qui ámbulant in lege Dómini.
Na reizh oc’h-c’hwi, Aotroù, ha gwirion ho parnedigezhioù ! Grit d’ho servijer hervez ho trugarez. Gwenn o bed ar re a zo pervezh o hent, ar re a gerzh gant lezenn an Aotroù.
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Goueler Breizh evit ar sizhunvezh
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*