Ar pevare Sul goude ar Sul Gwenn (novus ordo: 14vet sul per annum)

 

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

Sul 6 a viz Gouere 2025Dominica Quarta post PentecostenAr pevare Sul goude ar Sul Gwenn (novus ordo: 14vet sul per annum)

Dimanche 6 Juillet 20254e Dimanche après la Pentecôte (14ème Dimanche per annum)

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+* 

Aviel novus ordo

Lukaz * 10, 1-9 (Lennadenn verr)

En amzer-se, e tibabas an Aotroù daouzek ha tri-ugent all hag o c’hasas daou ha daou en e raok, da gement kêr ha lec’h ma tlee mont e-unan. Hag e lavaras dezho: «Stank eo an eost, distank avat al labourerion. Pedit eta mestr an eost ma kaso war e eost labourerion. It! Setu m’ho kasan evel deñved e-touez bleizi. Na zougit na yalc’h, na sac’h, na botoù; na saludit den ebet war an hent. E kement ti ma ‘z eot, lavarit da gentañ: ‘Peoc’h d’an ti-mañ’. Ha ma vez eno un den a beoc’h, e tiskenno ho peoc’h warnañ; mar ne vez ket, e teuy en-dro warnoc’h. Chomit en hevelep ti, o tebriñ hag oc’h evañ eus ar pezh a vo ganto; rak d’al labourer eo dleet e c’hopr. Na dremenit ket a di da di. E kement kêr ma ‘z eot, mar ho tegemerer, debrit ar pezh a vo servijet deoc’h; pareit ar glañvourion a vo eno, ha lavarit d’an dud: Tost deoc’h emañ Rouantelezh Doue.

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+* 

 

 

+ Usus Antiquior

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2023/06/pevare-Sul-goude-ar-Sul-Gwenn.png

Dominica Quarta post Pentecosten

 

Digoradur

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

 

Salm 26, 1-2

Dóminus illuminátio mea et salus mea, quem timebo ? Dóminus defénsor vitæ meæ, a quo trepidábo ? qui tríbulant me inimíci mei, ipsi infirmáti sunt, et cecidérunt. / Ad te, Dómine, levávi ánimam meam: Deus meus, in te confído, non erubéscam.

Va sklêrijenn ha va silvidigezh eo an Aotroù, piv am lakafe da spontañ?

Nerzh va buhez eo an Aotroù, piv am lakafe da grenañ?

Pa sav ar re fallakr a-enep din, evit va lonkañ en-bev, va enebourion ha va heskinerion eo int-i ar re a vrañsell hag a gouezh.

 

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2023/06/Dominus-illuminatio-mea.png

 

Goueler ar sizhunvezh

6-12 a viz Gouere