Sul 22 a viz Mezheven 2025
Dominica infra Octaviam Sanctissimi Corporis Christi - Ar Sul eus eizhvetez gouel ar Gevrinenn Santel (2l Sul goude ar Sul Gwenn)
Dimanche 12 Juin 2024 – Dimanche dans l’Octave de la Fête-Dieu (2ème Dimanche après la Pentecôte)
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Aviel misal nevez bl.K
Lukaz *9, 11b-17
En amzer-se e komzas Jezuz d’ar Bobl eus Rouantelezh Doue, hag e pareas ar re o devoa ezhomm da vezañ yac’haet. Edo an deiz war e ziskar. Tostaat a reas an Daouzek da lavarout dezhañ: «Kas kuit an dud: ma ‘z aint d’ar c’hêriadennoù ha d’ar mereurioù diwar-dro, da lojañ ha da glask boued. Rak amañ emaomp en ul lec’h digenvez». Lavarout a reas dezho: «C’hwi hoc’h-unan, roit dezho da zebriñ». Int a respontas: «N’eus ket ganimp ouzhpenn pemp baraenn ha daou besk, nemet ez afemp ni hon-unan da brenañ boued evit an holl dud-se». Ur pemp mil bennak a baotred a oa anezho. Neuze e lavaras d’e ziskibion: «Lakait-i da azezañ a strolladoù a hanter-kant den bennak». Evel-se e rejont hag e lakajont an holl da azezañ. O kemerout neuze ar pemp baraenn hag an daou besk, hag o sevel e zaoulagad etrezek an Neñv, e lavaras ur vennigadenn, o rannas hag o roas d’e ziskibien da ingaliñ d’an dud. Debriñ a rejont holl o gwalc’h, hag eus an tammoù a vanas en o dilec’h e voe dastumet daouzek panerad.
+ Usus Antiquior
Dominica infra Octaviam Sanctissimi Corporis Christi
Digoradur
Salm 80, 17
Cibávit eos ex ádipe fruménti, allelúia: et de petra, melle saturávit eos, allelúia, allelúia, allelúia.
Magañ a rafe Israel gant flour ar gwinizh, hag eus mel ar roc’hell e rofe e walc’h dezhañ !
Goueler ar sizhunvezh
http://marikavel.com/documents/buhez-ar-zent