Gouel an Dreinded Santel Meurbet

 

Sul 15 a viz Mezheven 2025 

IN FESTO SANCTISSIMÆ TRINITATIS Gouel an Dreinded Santel Meurbet

Dimanche 15 Juin 2024 – Usus Antiquior : Fête de la Très Sainte Trinité

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+* 

Aviel misal nevez bl.K

Yann *16, 12-15

En amzer-se e lavaras Jezuz d’e ziskibion: Kalz a draoù am eus c’hoazh da lavarout deoc’h, met n’hellit ket o dougen bremañ. Pa vo deuet hennezh avat, ar Spered a wirionez, ho heñcho da gaout an holl wirionez; rak ne gomzo ket dioutañ e-unan, met kement a glev a lavaro, hag e tisklerio deoc’h an traoù da zont. Hennezh a roio gloar din, rak kemer a raio eus ar pezh a zo din evit en diskleriañ deoc’h. Holl gement a zo d’an Tad a zo din; setu perak em eus lavaret e kemero eus ar pezh a zo din evit e reiñ deoc’h da anaout.

 

 

+ Usus Antiquior

IN FESTO SANCTISSIMÆ TRINITATIS

 

Digoradur

 

 

Levr Tobias 12,6.

Benedícta sit sancta Trínitas atque indivísa Unitas: confitébimur ei, quia fecit nobíscum misericórdiam suam / Salm 8,2 Dómine, Dóminus noster, quam admirábile est nomen tuum in univérsa terra!

Ra vo benniget an Dreinded Santel hag he Unded disrannadus: He meulit rak m’He deus diskouezet dimp He drugarez / Aotrou, hon Doue, na pegen meurdezus eo hoc’h anv, dre an douar a-bezh!

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2023/06/Benedicta-sit-sancta-Trinitas.jpeg

 

 

Goueler ar sizhunvezh

15-21 a viz Mezheven

http://marikavel.com/documents/buhez-ar-zent/baz-424.htm