Sul 28 a viz Mae 2025 – Usus Antiquior: Dominica Quarta post Pascha – Ar Pevare Sul goude Pask (novus ordo: 5vet Sul Fask)
Dimanche 28 Mae 2024 – Usus Antiquior : 4e Dimanche après Pâques (5e Dimanche de P.)
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Aviel misal nevez bl.K
Yann *13, 31-35
Pa voe aet Judas er-maez, e lavaras Jezuz: «Bremañ eo bet roet gloar da Vab an Den, hag ennañ eo bet roet gloar da Zoue. Mard eo bet ennañ roet gloar da Zoue, Doue d’e dro ennañ e-unan a roio gloar dezhañ; ya, prestik e roio gloar dezhañ. Va bugaligoù, nemet evit ur pennadig n’emaon ken ganeoc’h. Ur gourc’hemenn nevez a roan deoc’h, en em garout an eil egile; evel ma ‘m eus ho karet, evel-se c’hwi ivez en em garit an eil egile. Diouzh ar garantez ho po an eil evit egile ec’h anavezo an holl ez oc’h va diskibion.»
daved al load « Introïbo «
+ Usus Antiquior
Dominica Quarta post Pascha
Vidi aquam * * *
Dazgwerzad amzer Fask
diouzh Ezekiel 47, 1 & 9; Salm 118 (117), 1
a setu ma strinke an dour eus dindan
kostez dehoù an Templ; rak yac’haat a ra, hag
ar vuhez en em zispak e kement lec’h ma’z a ar
froud. S/ Dougit klod d’an Aotrou evit e vadelezh ! Ya, da virviken e pad e drugarez !
Digoradur
Salm 97, 1-2.
Cantáte Dómino cánticum novum, allelúia: quia mirabília fecit Dóminus, allelúia: ante conspéctum géntium revelávit iustítiam suam, allelúia, allelúia, allelúia / Salvávit sibi déxtera eius: et bráchium sanctum eius.
Kanit d’an Aotrou ur ganenn nevez, allelouia, dre m’en deus graet burzhudoù : dizoloet en deus e reizhder dirak ar broadoù / Gounezet en deus an trec’h gant e zorn dehoù, ha gant e vrec’h santel.
eur
audio
Goueler ar Sent
*