An Eil Sul goude Pask (novus ordo : Trede Sul Fask)

 

 

Sul 4 a viz Mae 2025Usus Antiquior: Dominica Secunda post PaschaAn Eil Sul goude Pask (novus ordo : Trede Sul Fask)

Dimanche 4 Mai 2025 – 2e Dimanche après Pâques (3e Dim.)

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+* 

Aviel misal nevez bl.K

Yann *1-14

Goude-se en em ziskouezas Jezuz adarre d’e ziskibion war ribl Mor Tiberiad. Setu amañ penaos en em ziskouezas. Edo a-gevret Simon-Pêr ha Tomaz, an hini lesanvet Didimoz, Natanael hag a oa eus Kana Galilea, mibion Zebedea, ha daou ziskibl all. Ma lavaras Simon-Pêr dezho : «Mont a ran da besketa.» Hag e lavarjont dezhañ: «Ni a zo o vont ivez ganit.» Mont a rejont hag e pignjont er vag; met en noz-se, ne bakjont netra. Tarzh an deiz a oa dija ma oa Jezuz war ribl ar mor; met e ziskibion ne ouient ket e oa Jezuz. Jezuz a lavaras dezho: «Paotred, n’hoc’h eus ket un dra bennak da zebriñ?» – «Nann», emezo. Hag eñ da lavarout dezho: «Taolit ho roued en tu dehou d’ho pag hag e kavot.» He zeurel a rejont ha ne oant ket ken evit he zennañ en abeg da niver bras ar pesked. Neuze an diskibl-se karet gant Jezuz, a lavaras da Bêr: «An Aotrou eo!» Simon-Pêr o klevout e oa an Aotroù, a lakaas e wiskamant en-dro d’e zargreiz rak en noazh e oa, hag en em daolas er mor. An diskibion all a zeuas gant ar vag; rak n’edont ket pell diouzh an douar nemet war-dro daou c’hant ilinad, ha war o lerc’h e stlejent ar roued leun a besked. Pa ziskennjont war an douar, e weljont eno un tan glaou bev, ur pesk warno, ha bara. Lavarout a reas Jezuz dezho: «Degasit un dra bennak eus ar pesked hoc’h eus paket bremaik.» Simon-Pêr a bignas en-dro, hag a sachas ar roued d’an douar; leun e oa a gant tri hag hanter-kant a besked bras ha daoust ma oa kement anezho, ne fregas ket ar roued. Jezuz a lavaras dezho: «Deuit da zijuniñ.» Hag hini ebet eus an diskibion ne grede goulenn outañ: «Piv out-te?», rak gouzout a raent e oa an Aotroù. Neuze e tostaas Jezuz hag o kemer ar bara en roas dezho, hag en hevelep doare eus ar pesk. Honnezh a oa an deirvet gwezh da Jezuz d’en em ziskouez d’e ziskibion abaoe ma oa dihunet a-douez ar re varv.

 

 

daved al load «  Introïbo « 

 

 

+ Usus Antiquior


Dominica Secunda post Pascha

Digoradur

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

 

Salm 32, 5-6.

Misericórdia Dómini plena est terra, allelúia: verbo Dómini cæli firmáti sunt, allelúia, allelúia.

& 1/ Exsultáte, iusti, in Dómino: rectos decet collaudátio.

Trugarez Doue en em led war an douar a-bezh; gant Ger Doue eo bet startaet an Neñvoù

& 1/ Youc’hit a levenez d’an Aotrou, c’hwi an dud reizh!

eur

audio

*

 

 

 

 

 

 

Goueler ar Sent

 * sizhunvezh 4 -10 Mae