Dominica Resurrectionis
Dasorc’hidigezh Hor Salver
Sul 27 a viz Ebrel 2025 – Usus Antiquior: Dominica in Albis In Octava Paschæ – Sul eizvetezh Pask (Sul ar C’hasimodo), pe Sul Trugarez Doue (novus ordo : Eil Sul Fask)
Dimanche 27 Avril 2025 – Dimanche in Albis dans l’Octave de Pâques – Dimanche de la Miséricorde
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Aviel misal nevez bl.K
Yann *20, 19-31
Evel ma oa an noz, d’an deiz-se, ar c’hentañ eus ar sizhun, serret ma oa an dorioù war al lec’h ma oa bodet an diskibion gant aon rak ar Yuzevion, e teuas Jezuz, hag o chom en e sav en o c’hreiz, e lavaras dezho: «Ar peoc’h ra vo ganeoc’h!» Ha goude bezañ lavaret an dra-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e gostez. Karget e voe an ebestel a levenez, o welout an Aotroù. Un eil gwezh e lavaras dezho: «Ar peoc’h ra vo ganeoc’h! Evel m’en deus an Tad va c’haset, evel-se me ivez ho kas.» Ha goude lavarout se, e c’hwezhas warno hag e lavaras dezho: «Resevit ar Spered Glan. Da biv bennak e pardonot e bec’hedoù, dezhañ e vezint pardonet, ha da biv bennak en o dalc’hot, e vezint dalc’het dezhañ.» Hogen Tomaz, unan eus an Daouzek, an hini anvet Didimoz (ar Gevell), ne oa ket ganto pa oa deuet Jezuz. An diskibion all a lavaras dezhañ: «Gwelet hon eus an Aotrou.» Eñ avat a respontas: «Mar ne welan ket en e zaouarn merk an tachoù, ha mar ne lakaan ket va dorn en e gostez, ne gredin ket.» Eizh deiz war-lerc’h, edo adarre an diskibion e-barzh, ha Tomaz ganto. Jezuz a zeuas-tre, an dorioù kloz, hag o chom en e sav en o c’hreiz, e lavaras: «Ar peoc’h ra vo ganeoc’h!» Ha da c’houde e lavaras da Domaz: «Laka da viz amañ, ha sell ouzh va daouarn; astenn da zorn, hag en laka em c’hostez, ha na vez ket diskredik, met kreder.» Ha Tomaz da respont ha da lavarout dezhañ: «Va Aotroù ha va Doue.» Lavarout a reas Jezuz dezhañ: «Dre m’ac’h eus va gwelet, Tomaz, e kredez. Eürus ar re n’o deus ket gwelet hag o deus kredet.» Kalz a vurzhudoù all a reas c’hoazh Jezuz dirak e ziskibion, ha n’int ket bet skrivet el levr-mañ. Met ar re-mañ a zo bet skrivet evit ma kredot ez eo Jezuz ar C’hrist, ar Mab da Zoue, hag evit m’ho po dre ho feiz, ar vuhez en e anv.
daved al load « Introïbo «
+ Usus Antiquior
Dominica in Albis In Octava Paschæ
Digoradur
1. Per 2, 2
Quasi modo géniti infántes, allelúia: rationabiles, sine dolo lac concupíscite, allelúia, allelúia allelúia.
& Salm 80,2 Exsultáte Deo, adiutóri nostro: iubiláte Deo Iacob.
Evel bugaligoù nevez-c’hanet, c’hoantait a galon laezh speredel ar gelennadurezh wirion & S/
Kanmeulit Doue, hor skoazeller, youc’hit da zoue Yakob!
eur
audio
*