Sul ar Seikontved; novus ordo: 6vet Sul per annum

Dominica in Septuagesima

Sul 16 a viz C’Hwevrer 2025Usus Antiquor: Dominica in Septuagesima / Sul ar Seikontved (Sul ar Peuz); novus ordo: 6vet Sul per annum

Dimanche 16 Février 2025 Dimanche de la Septuagésime ; Vatican II 6e Dimanche per annum

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*

Lukaz* 6, 17, 20-26

En amzer-se, o tiskenn gant an daouzek, en em zalc’has Jezuz en ul lec’h kompez hag e lavaras d’e ziskibion: «Eürus oc’h, c’hwi ar beorien, rak deoc’h ez eo Rouantelezh Doue. Eürus oc’h, c’hwi ar re o deus naon bremañ, rak ho kwalc’h ho po. Eürus oc’h, c’hwi ar re a ouel bremañ, rak c’hoazhin a reot. Eürus e vezot pa vezot kasaet gant an dud, ha pa vezot forbannet, dismegañset, pa vo distaolet hoc’h anv, evel ur vezh, abalamour da Vab an Den. Bezit laouen, en deiz-se, ha tridit gant al levenez, rak setu ma vo bras ho kopr en Neñv; e giz-se ivez e rae o zadoù d’an diouganerion. Gwa c’hwi avat, ar binvidien, dre m’hoc’h eus ho frealzidigezh. Gwa c’hwi ar re o deus o gwalc’h bremañ, rak e kañv hag e gouelvan e vezot! Gwa c’hwi, pa vo komzet brav diwar ho penn gant an holl dud, rak e giz-se ivez e rae o zadoù d’ar fals-profeded.»

 

 

Oferenn eus an Usus Antiquor

kv al load « Introïbo « 

+ Usus Antiquior

Dominica in Septuagesima

 

Digoradur

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

 

Salm 17, 5, 6 & 7

Circumdedérut me gémitus mortis, dolóres inférni circumdedérunt me : et in tribulatióne mea invocávi Dóminum, et exaudívit de templo sancto suo voce meam.+ 2-3 / Díligam te, Dómine, fortitúdo mea: Dóminus firmaméntum meum, et refúgium meum, et liberátor meus.

Kelc’hiet e oan gant gwagennoù ar marv, paket e oan e rouedoù ar marv. Em anken em eus galvet an Aotrou, hag eus e neved en deus klevet va mouezh. S/ Aotroù, ho karout a ran, C’hwi ar roc’h a gavan bod enni; va skoed, va c’horn-trec’her, va c’hreñvlec’h.

 

 

 

*