Trede Sul goude an Epifaniezh (novus ordo: 3de Sul per annum)

Dominica Tertia post Epiphaniam

Sul 26 a viz Genver 2025Usus Antiquor: Dominica Tertia post Epiphaniaman Trede Sul goude an Epifaniezh; novus ordo: 3de Sul per annum

Dimanche 26 janvier 2025 3e Dimanche après l’Epiphanie ; Novus O. 3e Dimanche per annum

 

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*

Lukaz* 1, 1-4; 4, 14-21

Goude ma ‘z eus bet kalz o deus klasket urzhiañ un danevell eus an darvoudoù bet kaset da benn en hon touez, hervez m’o deus degaset dimp ar re a zo bet testoù diwar-wel, adal ar penn-kentañ, hag a zo deuet da vezañ servijerion ar Gomz. Me ivez am eus kavet mat, goude ober un enklask pervezh war an holl draoù adalek an derou, o renkañ hag o skrivañ dit, Teofiloz azaou-meurbet, ma ‘z anavezi ez eo ar gelennadurezh ac’h eus resevet, un dra diarvar. Distreiñ a reas Jezuz da C’halilea, dindan nerzh ar Spered, hag ar vrud anezhañ a redas dre an holl vro tro-zro. Kelenn a rae en o sinagogennoù, ha meulet e veze gant an holl. Dont a reas da Nazared e-lec’h ma oa bet save hag ez eas, hervez e voaz, da zeiz ar sabad, d’ar sinagogenn; ha sevel a reas en e sav, evit ober al lennadenn. Roet e voe dezhañ levr ar Profed Izaia, hag o vezañ dirollet al levr, e kavas an arroud ma ‘z eo skrivet ennañ: «Spered an Aotroù ‘zo warnon, rak va olevet en deus; va c’haset en deus da zegemenn ar C’heloù mat d’ar beorion, da embann d’ar brizonidi o dieubidigezh, ha d’an dalled o distro d’ar gweled; da reiñ d’ar re wasket o frankiz, ha da embann ur bloavezh a c’hras a-berzh Doue.» Rollañ a reas al levr, en reiñ en-dro d’ar servijer, ha mont en e goazez; ha selloù an holl er sinagogenn a bare warnañ. Neuze e stagas da lavarout dezho: «Hiziv, e teu da wir al lavar-se eus ar Skritur o deus klevet ho tivskouarn.»

 

 

Oferenn eus an Usus Antiquor

kv al load « Introïbo « 

+ Usus Antiquior

Dominica Tertia post Epiphaniam

 

Digoradur

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

 

Salm 96, 7-8.

Adoráte Deum, omnes Angeli eius: audívit, et lætáta est Sion: et exsultavérunt fíliæ Iudæ.

+ gwerzad 1Dóminus regnávit, exsúltet terra: læténtur ínsulæ multæ.

Stouit dirak Doue, c’hwi an holl aeled! Klevet he deus Sion hag en em laouena, tridal a ra merc’hed Bro-Youda! S/ An Aotrou a ren ! Ra drido an douar! Ra vo levenez gant bed an inizi!