Gouel Anv Santel Meurbet Jezuz; novus ordo: Epifaniezh

Sul 5 a viz Genver 2025Usus Antiquor: Sanctissimi Nominis Iesu  Gouel Anv Santel Meurbet Jezuz; dar 6 Gouel ar Rouaned

Dimanche 5 janvier 2025 Très Saint Nom de Jésus ; N.O. Epiphanie

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*

Aviel Sant Vazhev 2, 1-12

Pa voe bet ganet Jezuz e Betlehem Youda, en amzer ar roue Herodez, setu ma teuas da Jeruzalem, Majed eus ar Sav-heol, ha lavarout a raent: «E pelec’h emañ roue ar Yuzevion a zo nevez-c’hanet? Rak gwelet hon eus e steredenn e tu ar Sav-heol, ha deuet omp da stouiñ dirazañ». O klevout kement-se e voe trubuilhet ar roue Herodez ha gantañ Jeruzalem a-bezh. Bodañ a reas an holl veleion vras ha Skribed ar bobl, hag e c’houlennas diganto e pelec’h e tlee ar Mesiaz bezañ ganet. Ar re-mañ a respontas dezhañ: «E Betlehem Youda, rak evel-henn eo bet skrivet gant ar profed: Ha te, Betlehem, douar Youda, n’out ket an disterañ e-touez kêrioù bras Youda, rak ac’hanout e teuio ur penn-rener hag a vo pastor va fobl, Israel». Herodez neuze, o vezañ galvet ar Vajed e kuzh, a c’houlennas diganto pe-da-vare resis e oa en em ziskouezet dezho ar steredenn. Hag o c’hasas da Vetlehem, en ur lavarout: «It, enklaskit pizh diwar-benn ar bugel, ha pa ho po e gavet, kemennit din en-dro, evit ma ‘z in me ivez da stouiñ dirazañ». Goude bezañ klevet komzoù ar roue, ez ejont en hent. Ha setu ar steredenn o devoa gwelet e tu ar Sav-heol, a gerzhe dirazo betek ma teuas da chom a-sav, a-us d’al lec’h m’edo ar bugel. O welout ar steredenn e voent karget holl a levenez vras. Aet e-barzh an ti e kavjont ar bugel gant Mari e vamm, hag o kouezhañ d’an daoulin e stoujont dirazañ; hag o vezañ digoret o c’hasedigoù e kinnigjont dezhañ da brof, aour, ezañs ha mir. Met o vezañ ma oa bet kemennet dezho dre o c’housk, chom hep distreiñ da gaout Herodez, e tistrojont d’o bro dre un hent disheñvel.

 

 

Oferenn eus an Usus Antiquor

kv al load « Introïbo « 

+ Usus Antiquior

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2022/01/Anv-Santel-Meurbet-Jezuz.png

Sanctissimi Nominis Iesu

 

Digoradur

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

Filipidi 2,10-11

In nómine Iesu omne genu flectátur, cæléstium, terréstrium et infernórum : et omnis lingua confiteátur, quia Dóminus Iesus Christus in glória est Dei Patris.

Salm 8,2

Dómine, Dóminus noster, quam admirábile est nomen tuum in univérsa terra !

En anv Jezuz e plego pep glin, e lein an neñvoù, war an douar hag e bed an Ankoù,

evit ma tisklêrio pep teod ez eo Jezuz Krist an Aotrou, e klod Doue an Tad.

S/ Aotrou, hon Doue, na pegen meurdezus eo hoc’h anv, dre an douar a-bezh !