Sul 8 a viz Kerzu 2024 – IN CONCEPTIONE IMMACULATA B. MARIÆ VIRGINIS & Dominica Secunda Adventus – Gouel ar Werc’hez Vari Krouet Dinamm & Eil Sul an Azvent
Dimanche 8 Décembre 2024 – Immaculée Conception de la Vierge Marie & 2e Dimanche de l’Avent
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Aviel ar misal nevez, gant pezhioù gregorian
Lukaz *3, 1 – 6
Ar bemzekvet bloavezh eus impalaeriezh Tiberius Kaesar, pa oa Poñs-Pilat gouarnour Youdea, Herodez tetrark Galilea, Filip, e vreur, tetrark Iturea ha Bro-Drakonitiz, ha Lisania tetrark Bro-Abilen, dindan ar veleien-veur Anna ha Kaifaz, ec’h en em roas komz Doue da glevout da Yann, mab Zakaria, er gouelec’h. Mont a reas dre holl vro ar Yordan en ur embann ur vadeziant a binijenn evit distaol ar pec’hedoù, evel ma ‘z eo skrivet e levr komzoù ar profed Izaia: «Ur vouezh o hopal er gouelec’h: Kempennit hent an Aotroù, kompezit e wenodennoù. Pep traonienn a vo leuniet, ha pep menez ha pep krec’hienn a vo izelaet, ar c’hildroioù a vo krennet hag an hentoù roc’hellek a vo kompezet, hag e welo pep krouadur silvidigezh Doue.»
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load « Introïbo «
+ Usus Antiquior
Dominica Secunda Adventus
Digoradur
Izaia 30,30
Pópulus Sion, ecce, Dóminus véniet ad salvándas gentes : et audítam fáciet Dóminus glóriam vocis suæ in lætítia cordis vestri. +Salm 79, 2 Qui regis Israël, inténde : qui dedúcis, velut ovem, Ioseph.
Pobl Sion, setu m’emañ erru an Aotroù Doue da salviñ an broadoù. Lakaat a raio e vouezh veurdezus da vezañ klevet hag e trido ho kalonoù gant al levenez. S/ Mesaer Israel, selaouit, c’hwi hag a ren bugale Yozef evel un tropell-deñved