Sul 1 a viz Kerzu 2024 – Dominica Prima Adventus – Sul Kentañ an Azvent
Dimanche 1 Décembre 2024 – 1er Dimanche de l’Avent
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Aviel ar misal nevez, gant pezhioù gregorian
Lukaz * 21, 25-28, 34-36
En amzer-se e komze Jezuz gant e ziskibion eus e zistro: «Hag e vo arouezioù en heol, el loar hag er stered; ha war an douar enkrez e-touez ar Broadoù gant ar souezhus ma vo trouz ar mor hag an tonnoù. An dud o tisec’hañ gant ar spont o ‘n em c’houlenn petra vo o tont war ar bed-holl, rak galloudegezhioù an neñvoù a vo brallet. Neuze e vo gwelet Mab an Den o tont war ur goabrenn, gant galloud ha gloar vras. Pa stago an traoù-se da c’hoarvezout, adsavit ho kalon ha sonnit ho penn, rak tost e vo deoc’h bezañ tennet a boan.» Diwallit ouzhoc’h hoc’h-unan, gant aon na ve pounneraet ho kalonoù gant an dirollerezh, ar vezventi ha prederioù ar vuhez-mañ, ha na gouezfe an deiz-se warnoc’h a-daol-trumm, evel ur roued; rak kouezhañ e raio war an holl dud a zo o chom war an douar a-bezh.
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load « Introïbo «
+ Usus Antiquior
Dominica Prima Adventus
Digoradur
Salm 24,1-3
Ad te levávi ánimam meam: Deus meus, in te confíde, non erubéscam: neque irrídeant me inimíci mei: étenim univérsi, qui te exspéctant, non confundéntur. + 4 Vias tuas, Dómine, demónstra mihi: et sémitas tuas édoce me.
Etrezek ennoc’h, Aotrou, e savan va ene, va Doue, ennoc’h e fizian. Grit n’am bo ket a vezh, na drido ket va enebourion diwar va fenn; nann, an neb zo e fiziañs ennoc’h n’en devo ket a vezh. + gwerzad 4/ Hoc’h hentoù, grit din o anavezout, Aotrou, ho kwenodennoù o c’helennit din.