Sul 25a viz Eost 2024 – Dominica Decima quarta post Pentecosten – ar pevarzekvet Sul goude ar Sul-Gwenn (novus ordo/ 21añ Sul per annum)
Dimanche 25 Août 2024 – Usus Antiquior: 14e Dimanche après la Pentecôte (Novus ordo: 21e Dim. per annum)
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Aviel ar misal nevez, gant pezhioù gregorian
s. Yann 6, 60-69
En amzer-se en devoa Jezuz lavaret ar c’homzoù-se er sinagogenn e Kafarnaoum. Kalz avat eus e ziskibion diwar e glevout a lavaras: «Tenn eo ar gomz-se, piv a c’hell he c’hlevout?» Met Jezuz o c’houzout ennañ e-unan e c’hrozmole e ziskibion diwar-benn an dra-se, a lavaras dezho: «Ur skoilh evidoc’h eo kement-se? Mar gwelfec’h eta Mab an Den o pignat d’al lec’h ma ‘z edo diagent… Ar spered eo a ro ar vuhez; ar c’horf ne dalv ket. Ar c’homzoù am eus lavaret deoc’h a zo spered hag a zo buhez. Met en ho touez ez eus hiniennoù ha na gredont ket.» Rak gouzout a rae Jezuz adalek ar penn kentañ, pere a oa ar re na gredent ket, ha piv a oa an hini a zlee e werzhañ. Ha lavarout a rae: «Setu perak em eus lavaret deoc’h ne c’hell nikun dont davedon, mar n’eo ket roet dezhañ gant va Zad.» Diwar neuze, kalz eus e ziskibion a yeas war o c’hiz hag a baouezas da vont gantañ. Jezuz a lavaras eta d’an Daouzek: «Ha C’hwi ivez, ha ne fell ket deoc’h mont kuit?» Respont a reas Simon-Pêr dezhañ: «Aotrou, da gaout piv ez afemp? Komzoù ar vuhez peurbadel a zo ganit. Evidomp-ni hon eus kredet hag anavezet ez out-te ar Sant eus Doue.»
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load « Introïbo «
+ Usus Antiquior
Dominica Decima quarta post Pentecosten
Digoradur
Salm 83, 10 & 11
Protéctor noster, áspice, Deus, et réspice in fáciem Christi tui: quia mélior est dies una in átriis tuis super mília.
Gwelit, o Doue, hor skoed sellit ouzh dremm hoc’h olevad. Peogwir e talvez un devezh en ho porzhioù muioc’h eget mil.
+ 2-3 / Quam dilécta tabernácula tua, Dómine virtútum! concupíscit, et déficit ánima mea in átria Dómini.
Pegen karet eo hoc’h annezioù, Aotrou ar galloudoù! Betek semplañ e hiraezh va ene da borzhioù an Aotrou! Va c’halon ha va c’horf a drid a levenez etrezek an Doue bev!