An Eil Sul goude Pask pe Trede Sul Fask

 

Sul 14 a viz Ebrel 2024Usus Antiquior: Dominica Secunda post Pascha – An Eil Sul goude Pask (misal nevez : Trede Sul Fask)

Dimanche 14 Avril 2024Usus Antiquior : 2e Dimanche après Pâques (Nouveau missel: 3e Dimanche de Pâques)

 

*****************

Aviel misal nevez bl.B 

sant Lukaz 24, 35-48

En amzer-se e tisplegas diskibled Jezuz ar pezh a oa c’hoarvezet war an hent, ha penaos o devoa e anavezet gant rannidigezh ar bara. O komz evel-se e oant paz en em gavas Jezuz en o c’hreiz, ha ma lavaras dezho: «Ar peoc’h ra vo ganeoc’h.» Sabatuet ha spontet ma oant, e krede dezho gwelout ur spered. Hag e lavaras dezho : «Perak ez oc’h strafuilhet, ha perak e sav diskred en ho kalonoù? Sellit ouzh va daouarn hag ouzh va zreid; me eo, me va-unan. Stokit ouzhin ha gwelit; ur spered n’en deus na kig nag eskern, evel ma welit am eus-me!» En ur lavarout kement-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e dreid. Met evel ma choment c’hoazh amgredik, en o levenez, sebezet ma oant, e lavaras dezho: «Hag-eñ hoc’h eus-hu amañ un dra bennak da zebriñ?» Kinnig a rejont dezhañ un tamm pesk rostet. En kemerout a reas ha debriñ dirazo. Hag e lavaras dezho: «Setu aze end-eeun ar pezh am boa lavaret deoc’h, pa oan c’hoazh ganeoc’h, penaos e oa ret e vefe sevenet kement a zo bet skrivet diwar va fenn, e Lezenn Voizez hag er Brofeded, hag er Salmoù.» Neuze e tigoras o spered da gompren ar Skriturioù. Hag e lavaras dezho: «Evel-se ez eo skrivet e rankfe ar C’hrist gouzañv hag adsevel a-douez ar re varv d’an trede deiz; hag e vefe embannet en e anv an distro a spered evit pardon ar pec’hedoù, d’an holl bobloù en ur gregiñ dre Jeruzalem. C’hwi eo an testoù eus an traoù-se.»

 

 

 

daved al load «  Introïbo « 

 

 

+ Usus Antiquior

An Eil Sul goude Pask

 

Digoradur

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

 

Salm 32, 5-6.

Misericórdia Dómini plena est terra, allelúia: verbo Dómini cæli firmáti sunt, allelúia, allelúia.

& 1/ Exsultáte, iusti, in Dómino: rectos decet collaudátio.

Trugarez Doue en em led war an douar a-bezh; gant Ger Doue eo bet startaet an Neñvoù

& 1/ Youc’hit a levenez d’an Aotrou, c’hwi an dud reizh!

 

 

eur

audio