Sul 4 a viz C’hwevrer 2024 – Usus Antiquior: Dominica in Sexagesima / Sul ar C’hwegontved (Sul ar Peuzlard) (5vet Sul per annum)
Dimanche 4 Février 2024 – Dimanche de la Sexagésime (5e Dim. per annum)
*****************
Aviel per annum
Mark
1, 29-39
O tont er-maez eus ar sinagogenn, ez ejont kerkent da di Simon hag Andrev; Jakez ha Yann a oa ganto. Mamm-gaer Simon a oa en he gwele gant an derzhienn; diouzhtu e komzont da Jezuz diwar he fenn. Hag eñ da dostaat, da gregiñ en he dorn ha d’he lakaat da sevel; aet e oa an derzhienn diouti, hag hi en em lakaas d’o servijañ. Pa voe deuet an abardaez-noz hag aet an heol da guzh, e voe degaset dezhañ an holl glañvourion hag ar re a oa dalc’het gant drouksperedoù. Ha kêr a-bezh a oa bodet dirak an nor. Yac’haat a reas klañvourion e-leizh taget gant drougoù a bep seurt; hag argas a reas kalz a zrouksperedoù; nemet ne leze ket an drouksperedoù da gomz, rak gouzout a raent piv e oa. Antronoz vintin, pa oa teñval anezhi c’hoazh, e savas da vont er-maez, ha da bellaat betek ul lec’h distro; hag eno edo o pediñ. Simon avat hag ar re a oa gantañ, a yeas d’e glask; ha pa er c’havjont e lavarjont dezhañ: «Emañ an holl ouzh da glask.» Eñ a respontas dezho : «Deomp da lec’h all, d’ar bourc’hioù nesañ, ma prezegin enno ivez, rak evit-se ez on aet er-maez.» Ha mont a rae en ur brezeg en o sinagogennoù a-dreuz Galilea a-bezh, hag en ur argas an drouksperedoù.
daved al load « Introïbo «
+ Usus Antiquior
Dominica in Sexagesima
eur audio
Digoradur
Salm 43, 23-26.
Exsúrge, quare obdórmis, Dómine? exsúrge, et ne repéllas in finem: quare fáciem tuam avértis, oblivísceris tribulatiónem nostram? Adhǽsit in terra venter noster: exsúrge, Dómine, ádiuva nos, et líbera nos.
+ 2/ Deus, áuribus nostris audívimus: patres nostri annuntiavérunt nobis.
Savit neuze ! Perak kousket, Aotrou? Dihunit, ha n’hon distaolit ket da holl viken. Perak e kuzhit ouzhimp ho tremm, hag ankouaat a rit ez omp reuziet ha mac’homet? A-stok hor c’horf emaomp astennet er poultr, hor c’hof a chom peg ouzh an douar. Savit, Aotrou, deuit d’hor skoazellañ, ha dieubit-ni en abeg d’ho trugarez. & 2 / Doue, klevet o deus hon divskouarn, danevellet o deus dimp hon tadoù.
audio
*