Sul 23 a viz Gouere 2023 – 16vet per annum / Usus Antiquior: Dominica Octava post Pentecosten – an eizhvet Sul goude ar Sul-Gwenn ; e Lann-Anna : Sanctæ Annæ Matris Beatæ Mariæ Virginis & Britanniæ Patroni – Santez Anna mamm ar Werc’hez Vari, patromez kentañ Breizh
Dimanche 23 Juillet 2023 – 16e Dimanche du temps ordinaire / 8e Dimanche après la Pentecôte ; à Lann-Anna : Sainte Anne, mère de la T.S. Vierge Marie, patronne de la Bretagne.
*Misal kozh Kemper
Gouel meur
* in solemnitate Sanctæ Annæ
Matris Beatæ Mariæ Virginis
& Britanniæ Patroni
*
Gousperoù kentañ
Eürus eo Breizh Izel (war don Lucis beatae)
lizherennoù druz: 2 notenn; izlinet: 3 notenn
Lecteur audio
-1-
Evurus hiziv Breizh santel
A lid gant drantiz doueel
Meuleudioù santez Anna
Mamm ar Werc’hez, gloar Bro-Youda.
-2-
Eus beleion ha rouaned
E tiskenn-hi klodus meurbet
Met splannoc’h eo he santelezh
Eget sked he ginivelezh.
-3-
Rak ouzh ar santelañ pried
Gant dorn Doue bet unanet .
He deus en he askre douget
Steredenn an holl gwerc’hezed.
-4-
Burzhud Doue souezhus-kenañ !
Eo koñsevet e korf Anna
Mari dinamm ha leun a c’hras
A flastr e benn da Satanas.
-5-
Seurt arrez a silvidigezh,
A ro goanag d’ar bed a-bezh,
Anna, koulm roet gant Doue,
D’embann d’an dud al levene(z)
-6-
D’an Tad, d’ar Mab klod peurbadel,
Ha deoc’h ivez, Spered Santel,
D’ar re a lid santez Anna
Teurvezit reiñ grasoù gwellañ. Amen
Digoradur
Gaudeamus omnes in Domino, diem festum celebrantes sub honore beatae Annae: de cujus solemnitate gaudent Angeli, et collaudant Filium Dei. Salm 44, 2 Eructavit cor meum verbum bonum dico ego opera mea Regi.
Tridomp a levenez en Aotroù, rak gouel santez Anna a lidomp hiziv, anezhi gouel meur lec’h m’en em laouena an Aeled o kanmeuliñ Mab Doue. / Birvilhañ a ra va c’halon gant komzoù kaer, va barzhoneg a ginnigan d’ar Roue.
Miz Gouere, Miz Santez Anna e Breizh! Evel bep bloaz e kinnigomp deoc’h prantadoù pediñ e Lann-Anna.
Deuit da bediñ evit Breizh, en en unanit ouzh pedenn ar vreuriezh annezel.
Ha kendalc’homp da bleustriñ an hent santel bet boulc’het gant sent hor bro !
Miz Santez Anna: kouviadenn 2023
Mois de Juillet, Mois de Sainte Anne!
*
Gousperoù
Mater Pátriæ, Anna potentíssima, Britónum tuórum salus esto ; serva fidem, mores corróbora, tríbue pacem sancta intercessióne.
*
O Mamm hor bro, Anna galloudek, savetait ar Vretoned, dalc’hit start ar feiz en o zouez, grit ma vint feal d’ar gizioù santel, ha pedit evit m’hor bezo ar peoc’h.
*
O Mother of the Fatherland, very powerful Anne, be the salvation of your Bretons; keep their faith, strengthen their morals, give them peace through your holy intercession.
Lecteur audi
*
Lecteur audio