Sul 11 a viz Mezheven 2023 – misal nevez : G.M. Kevrinenn Santel Korf ha Gwad ar C’hrist / Usus Antiquior: Dominica infra Octaviam Sanctissimi Corporis Christi – Ar Sul eus eizhvetez gouel ar Gevrinenn Santel
Dimanche 11 Juin 2023 – nouveau missel: Solennité du Très Saint Sacrement du Corps et du Sang du Christ / Usus Antiquior: Dimanche dans l’octave de la Fête-Dieu (2e Dimanche après la Pentecôte)
*Misal nevez: kanoù gregorian
En amzer-se Jezuz a lavaras d’ar bobl: «Me eo ar bara bev a zo diskennet eus an neñv. An neb a zebro eus ar bara-se, a vevo da viken; hag ar bara a roin eo va c’horf evit buhez ar bed.» Tabutal a rae neuze ar Yuzevion kenetrezo en ur lavarout: «Penaos e c’hell hemañ reiñ e gorf dimp da zebriñ?» Lavarout a reas Jezuz dezho: «E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h: mar ne zebrit ket korf Mab an Den, ha mar n’evit ket e wad, n’ho pezo ket ar vuhez ennoc’h. An neb a zebr va c’horf hag a ev va gwad en deus buhez peurbadel; ha me e dasorc’ho d’an deiz diwezhañ. Rak va c’horf a zo magadurezh wirion ha va gwad evaj gwirion. An hini a zebr va c’horf hag a ev va gwad a chom ennon ha me ennañ. Evel m’en deus va Zad hag a zo bev, va c’haset, hag evel ma vevan dre an Tad, evel-se an neb am debro, a vevo eñ ivez drezon-me. Evel-se emañ ar bara diskennet eus an neñv. N’emañ ket evel an hini o deus debret ho tadoù ha n’en deus ket miret outo da vervel; an neb a zebro eus ar bara-mañ a vevo da virviken.»
*Misal kozh « Introïbo«
+ Usus antiquor
Dominica infra Octaviam Sanctissimi Corporis Christi
Digoradur
Salm 17, 19-20
Factus est Dóminus protéctor meus, et edúxit me in latitúdinem : salvum me fecit, quóniam vóluit me. + 2-3 Díligam te, Dómine, virtus mea: Dóminus firmaméntum meum et refúgium meum et liberátor meus.
An Aotrou zo bet va difenner ha va c’haset en deus d’an donvor, va salvet en deus rak va c’harout a ra. / Ho karout a ran, Aotrou, C’hwi va nerzh: an Aotrou eo va difenn, va repu ha va dieuber.
*