Kentañ Sul ar Basion

Sul 26 a viz Meurzh 2023misal nevez: 5et Sul ar C’horaiz (A) / Usus Antiquior: Dominica 1a Passionis / Kentañ Sul ar Basion

Dimanche 26 Mars 20235e Dim. de Carême / Usus Antiquior 1er Dimanche de la Passion

 

 

 

kanoù gregorian evit ar misal nevez

Misal nevez bloavezh A

Aviel sant Yann 11, 1-45

En amzer-se e oa ur c’hlañvour, Lazar, eus Betania, kêriadenn Mari hag he c’hoar Marta. Mari eo an hini he devoa olevet an Aotrou gant eoul c’hwez-vat, ha sec’het dezhañ e dreid gant he blev; he breur Lazar eo an hini a oa klañv. E c’hoarezed eta a gasas tud da lavarout da Jezuz: «Aotrou, setu m’eo klañv an hini a garez». O klevout ar c’heloù-se, e lavaras Jezuz: «Ar c’hleñved-mañ ne denn ket d’ar marv, met da c’hloar Doue, evit ma vo drezañ roet gloar da Vab Doue.» Jezuz avat a gare Marta hag he c’hoar, ha Lazar. Goude bezañ klevet keloù ar c’hleñved-se, e chomas evelato daou zevezh el lec’h m’edo. Ha goude-se e lavaras d’e ziskibion : «Deomp adarre da Vro-Youdea». Lavarout a reas e ziskibien dezhañ: «Rabbi, n’eus ket pell, e klaske c’hoazh ar Yuzevion da veinata, hag e tistroez di adarre?» Jezuz a respontas: «Hag-eñ n’eus ket daouzek eurvezh deiz? An neb a gerzh e-pad an deiz, ne vez ket o strebotiñ, rak gwelout a ra sklêrijenn ar bed-mañ; met ma vale unan bennak en noz, e strebot dre n’emañ ket ar sklêrijenn ennañ.» Goude ar c’homzoù-se e lavaras dezho c’hoazh:

«Lazar, hor mignon, a zo kousket; met mont a ran d’e zihuniñ.» Neuze e lavaras e ziskibien dezhañ: «Aotroù, mar d-emañ o kousket e vo saveteet». Met Jezuz en devoa komzet eus e varv, hag int a grede e komze eus mored ar c’housked. Neuze Jezuz a lavaras dezho en-sklaer: «Marv eo Lazar, hag abalamour deoc’h ez eus levenez ganin o vezañ n’edon ket eno, evit ma kredot; met deomp d’e gaout!» Tomaz, an hini a anver Didimoz, a lavaras d’e gendiskibion: «Deomp-ni ivez evit mervel gantañ». Dont a reas Jezuz eta hag e kavas Lazar lakaet er bez abaoe pevar devezh. Tost da Jeruzalem edo Betania, ur pemzek stadenn diouti. Ha kalz eus ar Yuzevien a oa deuet da gaout Marta ha Mari evit o frealziñ diwar-benn o breur. Marta eta, kerkent ha ma klevas edo Jezuz o tont, a yeas d’e ziambroug; Mari a oa chomet azezet er gêr. Ha Marta a lavaras da Jezuz: «Aotroù, ma vijes bet amañ, ne vije ket marvet va breur. Met bremañ c’hoazh ec’h ouzon e roio Doue dit holl gement a c’houlenni digantañ.» Lavarout a reas Jezuz dezhi: «Adsevel bev a raio da vreur.» Lavarout a reas Marta dezhañ: «Gouzout a ran ec’h adsavo bev en Dasorc’hidigezh, d’an deiz diwezhañ.» Jezuz a lavaras dezhi: «Me eo an Dasorc’h hag ar Vuhez; an neb a gred ennon, ha goude ma ve marv a vevo; hag an neb a vev o krediñ ennon, ne varvo ket da virviken. Ha krediñ a rez an dra-se?» «Ya, Aotrou, emezi, krediñ a ran ez eo te ar C’hrist, Mab Doue, an Hini a oa da zont er bed-mañ». Goude lavarout an dra-se ez eas kuit hag e c’halvas Mari he c’hoar en ur lavarout dezhi e-kuzh: «Erru eo ar Mestr ha da c’hervel a ra». Hag hi, kerkent ha klevet, a savas buan hag a zeuas betek ennañ. Rak ne oa ket deuet c’hoazh Jezuz e-barzh ar gêriadenn; edo bepred el lec’h m’he devoa Marta e ziambrouget. Neuze ar Yuzevion hag a oa ganti en ti ouzh he frealziñ, pa weljont Mari o sevel prim hag o vont er-maez, a yeas d’he heul, en ur soñjal edo o vont d’ar bez, da ouelañ eno. Mari eta, adal ma tegouezhas el lec’h m’edo Jezuz, p’ en gwelas, a gouezhas e-harz e dreid hag a lavaras dezhañ: «Aotroù, ma vijes bet amañ, ne vije ket marvet va breur». Jezuz ouzh he gwelout o leñvañ hag ivez o leñvañ ar Yuzevion a oa deuet ganti, a skrijas en e spered, hag a voe strafuilhet e-unan.

«Pelec’h, emezañ, hoc’h eus e lakaet?» – «Aotrou, a respontjont, deus ha gwel.» Ha Jezuz da ouelañ. War-se ar Yuzevion da lavarout: «Sellit na pegement er c’hare.» Met darn anezho a lavaras: «N’helle ket hemañ, hag en deus digoret daoulagad an dall, ober na vije ket marvet hemañ?» Jezuz, o skrijañ a-nevez ennañ e-unan a zeuas d’ar bez. Ur c’hev e oa anezhañ gant ur maen o stouvañ warnañ. Ha Jezuz da lavarout: «Lamit ar maen kuit». Marta, c’hoar an hini marv, a lavaras dezhañ: «Aotroù, c’hwez fall a zo dija gantañ, rak pevare devezh eo bremañ.» Jezuz a lavaras dezhi: «Ha n’em eus ket lavaret dit e weli, ma kredez, gloar Doue?» Tennañ a rejont eta ar maen kuit. Ha Jezuz o sevel e zaoulagad war-zu an neñv, a lavaras: «Tad, bennozh a lavaran dit o vezañ m’ac’h eus va selaouet. Me avat a oar am selaouez atav, met komzet em eus en abeg d’an dud a zo en-dro din, evit ma kredint ez eo Te ac’h eus va c’haset.» Ha goude bezañ lavaret an dra-se, e huchas a vouezh kreñv: «Lazar, deus er-maez!» Ha diouzhtu e teuas er-maez an hini marv, liammet e dreid hag e zaouarn gant lietennoù hag e benn paket gant ul lienenn. Jezuz a lavaras dezho: «Diliammit-eñ hag lezit-eñ da vont». Neuze kalz eus ar Yuzevion a oa deuet da gaout Mari, o welout ar pezh en devoa graet Jezuz, a gredas ennañ.



 

 

daved al load  » Introïbo « 

 

 

+ Usus antiquor

Dominica 1a Passionis

Digoradur

Salm 42,1-2

Iúdica me, Deus, et discérne causam meam de gente non sancta: ab homine iníquo et dolóso éripe me: quia tu es Deus meus et fortitúdo mea.

&3 Emítte lucem tuam et veritátem tuam: ipsa me de duxérunt et adduxérunt in montem sanctum tuum et in tabernácula tua.

Barnit-me en ho reizhded, o Doue, ha difennit va breud a-enep ur bobl disleal; eus an dud gaouiat ha fallakr dieubit-me rak c’hwi, Doue, zo va goudor.

+ Kasit din ho sklêrijenn hag ho kwirionez, int am bleino, int am reno, betek ho menez santel, betek hoc’h Annez.