sant Weltaz

 

 

Ganet eo Gweltaz e 494, moarvat e hanternoz enez Vreizh (bro-Skos hiziv), e Dunbarton, pe hervez lod all e Glad-an-Hañv e Kembre – war a hañval e vez enoret e Breizh-vihan daou sant disheñvel dindan an hevelep anv. Ober a reas e studioù e manati Llancarvan, e kreisteiz Kembre, dindan renerezh sant Ildud. Beleget e 518 ez eas da Iwerzhon da gaout diskibion sant Padrig. D’e dregont vloaz, war-dro 527 neuze, en em stalias evel penitiour war enezen Houad. Dre ma teue kalz diskibled davetañ e plegas mont da ziazezañ un abati war an douar bras, e Rewiz, war un dachenn bet roet dezhañ gant Gereg Iañ, Aotrou al lec’h. Buan e kreskas an abati ha kalz a dud a zeue da c’houlenn sikour digantañ. Neuze e reas e soñj en em dennañ hag e kavas ul lec’h distro war c’hlann ar Blavezh lec’h ma savas e beniti e-kichen e geneil s. Bihui. Kenderc’hel a reas bepred avat da ambrougiñ tud war hent ar vuhez peurvat, en o zouez Trefina, merc’h kont Gwened, dimezet gant Konomor a gredas he lazhañ. War a greder e tistroas Gweltaz ur pennadig da Iwerzhon evit prezeg ha savelañ ar c’henurzh er manatioù kent distreiñ da enez Houad lec’h ma varvas e 570. Enoret e vez kalz er reter d’ar Pohêr (Sant-Jili, Tremargad…)