Sul 1añ a viz Genver 2023 misal nevez : gouel meur santez Mari, mamm Doue / Usus Antiquior: IN CIRCUMCISIONE DOMINI ET OCTAVA NATIVITATIS Amdroc’hadur an Aotroù ha Sul eus Eizhvetez ar C’Hinivelezh
Dimanche 1er Janvier 2023 – nouveau missel: Solennité de Sainte Marie, Mère de Dieu / Circoncision du Seigneur
kanoù gregorian evit ar misal nevez
Misal nevez
Aviel sant Lukaz 2, 16-21
Pa voe aet an Aeled diouto war-zu an neñv, e lavaras ar vesaerion an eil d’egile:
«Deomp eta betek Betlehem ha gwelomp ar pezh a zo c’hoarvezet hag a zo bet diskleriet dimp gant an Aotrou.» Hag ez ejont, mall warno, hag e kavjont Mari ha Jozef hag ar bugelig gourvezet er prezeb.
O welout se ec’h anavezjont ar wirionez eus ar pezh a oa bet lavaret dezho diwar-benn ar bugel-se;
ha kement hini o c’hlevas a voe sebezet gant ar pezh a gonte ar vesaerien dezho. Mari avat, a vire an holl draoù-se hag a brederie warno en he c’halon.
Neuze ez eas ar vesaerion en-dro, en ur reiñ klod ha meuleudi da Zoue, evit kement o devoa gwelet ha klevet, hervez ma oa bet lavaret dezho.
A-benn an eizhvet deiz merket evit amdroc’hañ ar bugel, e voe roet Jezuz da anv dezhañ, evel ma oa bet anvet gant an Ael, a-raok bezañ bet krouet e korf e vamm.
daved al load » Introïbo «
+ Usus antiquor
IN CIRCUMCISIONE DOMINI ET OCTAVA NATIVITATIS
Digoradur
Izaia 9,6 Puer natus est nobis, et fílius datus est nobis : cuius impérium super húmerum eius : et vocábitur nomen eius magni consílii Angelus. +Salm 97,1 / Cantáte Dómino cánticum novum: quia mirabília fecit.
Rak ur bugel a zo ganet dimp, ur mab a zo roet dimp, a zo bet lakaet ar galloud war e zivskoaz, hag anvet e vezo kuzulier burzhudus S. / Kanit d’an Aotrou ur ganenn nevez, dre m’en deus graet burzhudoù.