Sul 16 a viz Here 2022 – Misal nevez : 29et Sul per annum Bloavezh K/
Usus Antiquior : Dominica Decima nona post Pentecosten Naontekvet Sul goude ar Sul Wenn
Dimanche 16 Octobre 2022 – nouveau missel : 29e Dimanche per annum C/ Usus antiquior : 19ème Dimanche après la Pentecôte
kanoù gregorian evit ar misal nevez
Misal nevez:
Aviel sant Lukaz
17, 11-19
Oc’h ober hent war-zu Jeruzalem, e c’hoarvezas da Jezuz tremen war harzoù Bro-Samaria ha Bro-C’halilea. Antren a rae en ur vourc’h bennak pa zeuas dek den lovr a-benn-hent dezhañ; o chom a-sav a-ziabell, e savjont o mouezh da lavarout: «Jezuz, Mestr, az pez truez ouzhimp.»
Ouzh o gwelout e lavaras dezho: «It d’en em ziskouez d’ar veleion.» Ha tra ma oant o vont, e tegouezhas ganto bezañ glanaet.
Unan anezho o ‘n em welout yac’haet, a zeuas war e giz en ur ganañ gloar Doue a vouezh uhel; hag ec’h en em daolas war e c’henou ouzh treid Jezuz ouzh en trugarekaat. Ur Samariad e oa anezhañ.
Ha Jezuz da gomz ha da lavarout: «Daoust hag o dek n’int ket bet glanaet? An nav all, pelec’h emaint? N’eus en em gavet eta evit distreiñ da zougen klod da Zoue, nemet an estren-mañ !»
Hag e lavaras dezhañ: «Sav da vont; da feiz he deus da salvet.»
daved al load » Introïbo «
+ Usus Antiquior
Dominica Decima nona post Pentecosten
Digoradur
Salus pópuli ego sum, dicit Dóminus : de quacúmque tribulatióne clamáverint ad me, exáudiam eos: et ero illórum Dóminus in perpétuum. +Salm 77, 1. Attendite, pópule meus, legem meam : inclináte aurem vestram in verba oris mei.
Me eo silvidigezh ar bobl, eme an Aotroù ; n’eus forzh eus peseurt anken e c’harmint warzu ennon, me o selaouo ; me a zo Doue da viken. / Selaou, o va Fobl, va c’helennadurezh; digor da skouarn da gomzoù va genou.
*
Lecteur audi