Sul 9 a viz Here 2022 – Misal nevez : 28et Sul per annum bl. K/
Usus Antiquior : Dominica Decima Octava post Pentecosten
Triwec’hvet Sul goude ar Sul Wenn
Dimanche 9 Octobre 2022 – nouveau missel : 27e Dimanche per annum C/ Usus Antiquior : 18ème Dimanche après la Pentecôte
kanoù gregorian evit ar misal nevez
Misal nevez:
Aviel sant Lukaz
17, 5-10
En amzer-se e lavaras an ebestel d’an Aotrou: «Kresk ennomp ar feiz!»
An Aotrou a respontas: «Mar ho pije feiz kement hag ur c’hreunenn-sezo, e lavarfec’h d’ar wezenn-vouar-mañ: »En em ziwrizienn ha kae d’en em blantañ er mor »; hag e sentfe ouzhoc’h.
Piv ac’hanoc’h, mar en deus ur servijer oc’h arat, pe o vesa, a lavaro dezhañ pa zistroio eus ar park: »Deus buan da azezañ ouzh taol »? Daoust ha ne lavaro ket kentoc’h dezhañ: »Aoz din peadra da goaniañ, ha stard da c’houriz d’am servijañ, ken n’em bo debret hag evet, ha neuze e c’helli debriñ hag evañ te ivez »? Daoust hag anaoudegezh vat en devo e-keñver ar servijer-se dre m’en devo graet ar pezh a oa gourc’hemennet dezhañ?
Evel-se, c’hwi ivez, pa ho po graet kement a zo bet gourc’hemennet deoc’h, lavarit: »Servijerion dister ez omp: nemet ar pezh a zleemp da ober, n’hon eus graet ken. »»
daved al load » Introïbo «
+ Usus Antiquior
Dominica Decima Octava post Pentecosten
Digoradur
Eccli. / Sirac’h 36, 18
Da pacem, Dómine, sustinéntibus te, ut prophétæ tui fidéles inveniántur: exáudi preces servi tui et plebis tuæ Israël. +Salm 121, 1. Lætátus sum in his, quæ dicta sunt mihi: in domum Dómini íbimus.
Roit ar peoc’h, Aotroù, d’ar re a laka o fiziañs ennoc’h, evit ma vo gwir lavaroù ar Brofeded : selaouit pedennoù ho servijer hag ho pobl Israel. / Na laouen on bet p’eo bet lavaret din: «Deomp da di an Aotrou!»
*
Lecteur audi