Sul 17 a viz Ebrel 2022
Sul Fask – Dominica Resurrectionis
Dimanche 17 Avril 2022 – Dimanche de Pâque
Misal nevez
Aviel sant Lukaz
24, 1-12
An deiz kentañ eus ar sizhun, gant tarzh kentañ an deiz, e teujont d’ar bez ha ganto al louzeier c’hwez-vat o devoa aozet. Ar maen a gavjont ruilhet a-zirak ar bez.
O vezañ aet e-barzh, ne gavjont ket korf an Aotrou Jezuz. Nec’het e oant diwar e benn, pa en em ziskouezas dezho daou zen gant dilhad lugernus.
Evel ma oant spontet ha ma plegent o dremm war-zu an douar, ar re-mañ a lavaras dezho: «Perak e klaskit e-touez ar re varv an hini a zo bev? N’emañ ket amañ; dihunet eo a-douez ar re varv. Ho pet soñj penaos en deus komzet ouzhoc’h p’edo c’hoazh e Galilea, pa lavare: «Ret eo da Vab an Den bezañ lakaet etre daouarn ar bec’herien, bezañ staget ouzh ar groaz, ha d’an trede deiz adsevel.» Neuze e teuas soñj dezho eus e gomzoù.
O tont en-dro eus ar bez, e tegemennjont an holl draoù-se d’an Unnek ha d’an holl reoù all. Bez’ e oa anezho Mari-Madalen, Yoanna, ha Mari, mamm Jakez; ar merc’hed all hag a oa ganto a gontas kement-se ivez d’an Ebestel. Met ar c’homzoù-se a seblantas dezho bezañ sorc’hennoù, ha ne gredjont ket ar merc’hed.
Pêr koulskoude a savas hag a redas d’ar bez; hag o vezañ soublet e benn,,ne welas nemet ar bandennoù, hag e tistroas d’ar gêr, souezhet gant ar pezh a oa c’hoarvezet.
daved al load « Introïbo «
+ Usus Antiquior
antifonenn Vidi aquam
Digoradur
Salm 1 38, 18 & 5-6
Resurréxi, et adhuc tecum sum, allelúia : posuísti super me manum tuam, allelúia : mirábilis facta est sciéntia tua, allelúia, allelúia.
&1-2 Dómine, probásti me et cognovísti me : tu cognovísti sessiónem meam et resurrectiónem meam.