Sul 19 a viz Kerzu 2021

Sul 19 a viz Kerzu 2021 Dominica Quarta Adventus Pevare Sul an Azvent

Dimanche 19 Décembre 2021 – 4e Dimanche de l’Avent

 

Misal nevez: Aviel Sant Lukaz

1, 39-45

En deizioù-se, e savas Mari, hag ez eas, mall warni, war-zu bro ar menezioù, d’ur gêr eus Bro Youda; hag o vezañ aet tre e ti Zakaria, e saludas Elizabed.

Met kerkent ha ma klevas Elizabed salud Mari, e tridas ar c’hrouadurig en he c’hreiz, ha leuniet e voe Elizabed eus ar Spered Santel. Hag e youc’has gant ur vouezh kreñv en ur lavarout:

«Benniget out e-touez ar gwragez, ha benniget frouezh da gorf. A belec’h e c’hoarvez ganin e teufe d’am c’haout mamm va Aotrou? Rak setu, kerkent ha m’eo deuet da vouezh betek va divskouarn,

en deus tridet va bugelig em c’hreiz gant al levenez. Eürus an hini he deus kredet, rak sevenet e vo ar pezh a zo bet lavaret dezhi a-berzh an Aotrou.»

 

 

daved al load «  Introïbo « 

Stumm Usus Antiquior

 

ominica Tertia Adventus

*

*    *   *   *    *

*

*

Digoradur

Izaia 45, 8.

Roráte, cæli, désuper, et nubes pluant iustum : aperiátur terra, et gérminet Salvatórem.

Salm 18, 2

Cæli enárrant glóriam Dei : et ópera mánuum eius annúntiat firmaméntum.

 

 

O neñvoù, skuilhit dimp ho klizh eus an nec’h,

Hag ar c’hoabr da c’hlavio dimp ar reizhder !

Ra ‘n em zigoro an douar,

ra ziwano ar Salver.

S/ An neñvoù a zanevell klod Doue,

hag an oabl a embann oberenn e zaouarn.

 

 

 

 

 

 

aud