Sul 21 a viz Here

Sul 21 a viz Du 2021

Misal nevez: 34et Sul eus an amzer e-pad ar bloaz (B) & Gouel meur ar C’hrist Roue an Hollved

Usus Antiquior : 26vet Sul & diwezhañ goude ar Sul-Gwenn

 

Nouveau Missel : 34e Dimanche du temps ordinaire. Solennité du Christ Roi de l’Univers

Usus Antiquior: Dominica Vigesima Quarta et Ultima post Pentecosten

 

 

 

Misal nevez: Aviel Sant Yann 18, 33-37

En amzer-se e tistroas Pilat e diabarzh al lez-varn. Gervel a reas Jezuz, ha lavarout dezhañ: « Ha bez ‘ez out-te roue ar Yuzevion?»

Respont a reas Jezuz: « Hag ac’hanout da unan e lavarez kement-se, pe re all o deus komzet dit diwar va fenn?»

Respont a reas Pilat: « Daoust hag ur Yuzev on-me? Da bobl hag ar Veleion-Vras o deus da lakaet etre va daouarn. Petra ac’h eus graet?»

Ha Jezuz d’e dro: « Va Rouantelezh ne zeu ket eus ar bed-mañ. Ma vije deuet va Rouantelezh eus ar bed-mañ, o dije va servijerion stourmet evit mirout na vijen lakaet etre daouarn ar Yuzevion. Met ne zeu ket eus ar bed-mañ va Rouantelezh.»

Hag e lavaras Pilat dezhañ: « Neuze eta ez out roue?» Respont a reas Jezuz: « En lavarout a rez, roue on, ha ganet on, ha deuet er bed evit reiñ testeni d’ar wirionez, ha kement hini a zo den a wirionez a selaou va mouezh. »

 

 

daved al load  » Introïbo « 

Stumm Usus Antiquior

 

ominica Ultima post Pentecosten

*

 

Digoradur

(evel d’ar Sul 23)

Yeremias 29,11,12 & 14

Dicit Dóminus : Ego cógito cogitatiónes pacis, et non afflictiónis : in vocábitis me, et ego exáudiam vos : et redúcam captivitátem vestram de cunctis locis.

Salm 84,2

Benedixísti, Dómine, terram tuam : avertísti captivitátem Iacob.

Me am eus mennadoù a beoc’h ha n’eo ket a zroukverzh – lavar an Aotrou ; p’am galvot e selaouin ac’hanoc’h, hag eus an holl lec’hioù m’am eus hoc’h argaset ho tastum a rin.

S/ Ho krad vat, Aotrou, hoc’h eus diskouezet d’ho pro

graet hoc’h eus da brizonidi Yakob distreiñ.

 

 

 

aud