Misal nevez: 32 Sul eus an amzer e-pad ar bloaz (B)
Usus Antiquior : 24e Sul goude ar Sul-Gwenn
Nouveau Missel : 32e Dimanche du temps ordinaire.
Usus Antiquior: Dominica Quinta quæ superfuit post Epiphaniam
Misal nevez: Mark 12, 38-44
En amzer-se e lavaras Jezuz d’ar bobl: «Diwallit diouzh ar Skribed a fell dezho bale gant saeoù hir, bezañ saludet war blasennoù-kêr; kaout ar c’hadorioù kentañ er sinagogennoù hag al lec’hioù kentañ er banvezioù; int hag a lonk madoù an intañvezed, int avat, ha goude ma reont van d’ober pedennoù hir, a resevo rustoc’h barnedigezh.»
Hag aet en e goazez a-dal d’an Teñzor e selle penaos e taole an dud moneiz e-barzh an Teñzor. Kalz a binvidion a lakae arc’hant bras. Dont a reas un intañvez paour hag a lakaas daou lepton, pezh a dalvez ur c’hard-azenn.
Hag o vezañ galvet e ziskibion e lavaras: «E gwirionez, m’en lavar deoc’h, an intañvez-se, ar baourez-se, he deus lakaet muioc’h eget an holl reoù all o deus profet d’an Teñzor. Rak holl o deus roet diwar o dreist-ezhomm; hi avat eo diwar he dienez he deus profet kement he devoa, he holl bourvez.»
daved al load » Introïbo «
Stumm Usus Antiquior
ominica Quinta quæ superfuit post Epiphaniam
*
Digoradur
Yeremias 29,11,12 & 14
Dicit Dóminus : Ego cógito cogitatiónes pacis, et non afflictiónis : in vocábitis me, et ego exáudiam vos : et redúcam captivitátem vestram de cunctis locis.
Salm 84,2
Benedixísti, Dómine, terram tuam : avertísti captivitátem Iacob.
Me am eus mennadoù a beoc’h ha n’eo ket a zroukverzh – lavar an Aotrou ; p’am galvot e selaouin ac’hanoc’h, hag eus an holl lec’hioù m’am eus hoc’h argaset ho tastum a rin.
S/ Ho krad vat, Aotrou, hoc’h eus diskouezet d’ho pro
graet hoc’h eus da brizonidi Yakob distreiñ.
aud