Sul 6 a viz Mezheven 2021
Gouel-Meur ar Gevrinenn Santel / ar Sul eus Eizhvetez ar Gevrinenn Santel (bet lidet d’ar Yaou a-raok)
Dimanche 6 Juin 2021
Solennité du Saint Sacrement du Corps et du Sang du Christ (Fête-Dieu) / Dominica infra Oct. Ssmi Corporis Christi (Fête du St-Sacrement le jeudi précédent)
daved al load « Grégorien en paroisse«
Stumm ordinal (bloavezh B):
eus an Aviel santel hervez sant Mark 14, 12-16. 22-26
ement-mañ a zo va c’horf. Kement-mañ a zo va gwad.
An deiz kentañ eus ar Bara-hep-Goell, ma veze lazhet an oan-Pask, e lavaras an diskibion da Jezuz: «Pelec’h e fell dit ez afemp da aozañ dit evit debriñ ar Pask?» Hag eñ da gas daou eus e ziskibion en ur lavarout dezho:
«It e kêr hag en em gaout a ray en arbenn deoc’h un den o tougen ur podad-dour. It war e lerc’h, hag e pe lec’h bennak ma ‘z antreo, lavarit da berc’henn an ti: »Ar Mestr a c’houlenn diganit: Pelec’h emañ ar sal e c’hellin debriñ ar Pask enni gant va diskibien? » Hag eñ a ziskouezo deoc’h ur sal vras war-laez, gant pluegoù enni, ha prest-kloz. Eno eta kempennit pep tra evidomp.»
An diskibion a yeas war-raok etrezek kêr, ha kaout a rejont an traoù evel m’en devoa lavaret dezho, hag ec’h aozjont ar Pask. Hag e-pad ma tebrent, e kemeras Jezuz bara, ha goude bezañ lavaret ur vennigadenn, en rannas hag en roas dezho en ur lavarout:
«Kemerit, va c’horf eo kement-mañ.»
Ha goude-se o vezañ kemeret ur c’halir, e lavaras ur bedenn a drugarez hag en roas dezho, hag holl ez evjont dioutañ. Hag e lavaras dezho:
«Va gwad eo kement-mañ, gwad an emglev, an hini skuilhet evit engroez an dud.
E gwirionez, me lavar deoc’h, ne evin mui eus frouezh ar winienn betek an deiz-se ma ‘z evin hini nevez e Rouantelezh Doue.»
Goude kan ar salmoù ez ejont er-maez da venez an Olived.
daved al load « Introïbo «
ominica infra Oct. Sanctissimi Corporis Christi
Digoradur
Factus est Dóminus protéctor meus, et edúxit me in latitúdinem : salvum me fecit, quóniam vóluit me.
An Aotrou zo bet va difenner ;
va dieubet en deus ha roet din frankiz,
va salvet en deus rak va c’harout a ra.
Gw. 2-3 / Díligam te. Dómine, virtus mea : Dóminus firmaméntum meum et refúgium meum et liberátor meus.
Ho karout a ran, Aotrou, C’hwi va nerzh.
An Aotrou eo va difenn, va repu ha va dieuber.