Reolennoù manac’hel
Règles monastiques

Reolenn Sant Eostenn

Sant Eosten, lidet d’an 26 a viz Eost, ✝ 430, eskob Hippona, Dozhour eus an Iliz. Goude ur vuhez den yaouank trubuilhet a-fet mennozhioù relijiel ha buhezegezh e voe gonezet d’ar feiz katolik ha badezet gant S. Ambroaz Milano d’e 33 bloaz. Neuze, o tistreiñ eus Afrika e krogas gant un nebeut mignoned da ren ur vuhez kumuniezhel gouestlet d’ar bedenn ha d’ar studioù. Diuzet da eskob Hipona en em ouestlas e-pad 34 bloaz d’e dropellad dre e brezegerezh, e skridoù fonnus ma stourmas taer enno enep fazioù e amzer.

Reolenn Sant Eosten troet e brezhoneg gant TSA

La Règle de Saint Augustin traduite en breton par Tiegezh Santez Anna

 

 

Reolenn Sant Koulman

Sant Koulman Veur (Koulm pe Koulmer), lidet d’an 23 a viz Du, ✝ 615, abad, Uheldad ar venec’h kelt. Ganet e rannvro Laighan (Leinster) en Iwerzhon, e voe manac’h en abatioù Clúain Inis hag e Bangor lec’h ma voe diskibl sant Komgall. Deuet da vezañ pirc’hirin evit ar C’Hrist e klaskas stummañ e skol an Aviel pobloù Galia. Sevel a reas abati Anagrates (Annegray), Lixovium (Luxeuil), ha Fontenae (Fontaines) e Burgondia o reiñ dezho ur reolenn strizh. Rediet da vont d’an harlu, e treuzas an Alpoù hag e tiazezas en Emilia maniti Bobbio lec’h ma varvas e peoc’h an Aotrou.

Reolenn Koulman

La Règle de saint Comoban en breton

 

Reolenn Sant Benead

Sant Benead (Benniged, Binidig), lidet d’an 11 a viz Gouere ha d’an 21 a viz Meurzh gant ar Veneaded, ✝ d’an 21 a viz Meurzh 547, abad Monte-Casino en Italia, savour urzh Beneadiz, uheldad menec’h ar Gornog, da zeiz treuzlec’h e relegoù. Ganet e Nursia en Ombria, edo gant e studioù e Roma pa zilezas ar bed evit mont da benitiour e Subiaco gant ar c’hoant da blijout da Zoue hepken. Diskibled a zeuas davetañ hag e tiazezas manati Monte-Casino. Skrivañ a reas reolenn ar venec’h lec’h ma ro da anaout « penaos reiñ klod da Zoue e pep tra. » Dre skignadur e reolenn er manatioù niverus a voe savet dre Europa a-bezh e tegasas berzh da sevenadur kristen ar C’Hornog ken m’eo bet anvet Paeron Europa gant Paol VI e 1964.

Reolenn Sant Benead

La Règle de Saint Benoit en breton