Eil Sul Fask / Sul eizhvetez Pask

Er "stumm Ordinal": Eil Sul Fask, pe Sul an Drugarez, gant an tamm Aviel da heul amañ. "Stumm dreistordinal": Sul  eizvetezh Pask "in albis", pe Sul "ar C'hasimodo"

"Forme ordinaire": 2e Dimanche de Pâques, ou Dimanche de la Miséricorde. "Forme extraordinaire": Dimanche "in albis" dans l'octave de Pâques, ou de la Quasimodo, dont le passage d'Evangile qui suit (en langue bretonne)

 

Stumm ordinal – bloavezh A:

 

* * * eus an Aviel santel hervez sant Yann

* * *

 

(20, 19-31)

Eizh deiz goude e teuas Jezuz.

Evel ma oa an noz, d’an deiz-se, ar c’hentañ eus ar sizhun, serret ma oa an dorioù war al lec’h ma oa bodet an diskibion gant aon rak ar Yuzevion, e teuas Jezuz, hag o chom en e sav en o c’hreiz, e lavaras dezho: «Ar peoc’h ra vo ganeoc’h!»
Ha goude bezañ lavaret an dra-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e gostez. Karget e voe an ebestel a levenez, o welout an Aotroù. Un eil gwezh e lavaras dezho: «Ar peoc’h ra vo ganeoc’h! Evel m’en deus an Tad va c’haset, evel-se me ivez ho kas.»
Ha goude lavarout se, e c’hwezhas warno hag e lavaras dezho: «Resevit ar Spered Glan. Da biv bennak e pardonot e bec’hedoù, dezhañ e vezint pardonet, ha da biv bennak en o dalc’hot, e vezint dalc’het dezhañ.»
Hogen Tomaz, unan eus an Daouzek, an hini anvet Didimoz (ar Gevell), ne oa ket ganto pa oa deuet Jezuz. An diskibion all a lavaras dezhañ : «Gwelet hon eus an Aotroù.» Eñ avat a respontas: «Mar ne welan ket en e zaouarn merk an tachoù, ha mar ne lakaan ket va dorn en e gostez, ne gredin ket.»
Eizh deiz war-lerc’h, edo adarre an diskibion e-barzh, ha Tomaz ganto. Jezuz a zeuas-tre, an dorioù kloz, hag o chom en e sav en o c’hreiz, e lavaras : «Ar peoc’h ra vo ganeoc’h !»
Ha da c’houde e lavaras da Domaz: «Laka da viz amañ, ha sell ouzh va daouarn; astenn da zorn, hag en laka em c’hostez, ha na vez ket diskredik, met kreder.» Ha Tomaz da respont ha da lavarout dezhañ: «Va Aotrou ha va Doue.» Lavarout a reas Jezuz dezhañ: «Dre m’ac’h eus va gwelet, Tomaz, e kredez. Eürus ar re n’o deus ket gwelet hag o deus kredet.»
Kalz a vurzhudoù all a reas c’hoazh Jezuz dirak e ziskibion, ha n’int ket bet skrivet el levr-mañ. Met ar re-mañ a zo bet skrivet evit ma kredot ez eo Jezuz ar C’hrist, ar Mab da Zoue, hag evit m’ho po dre ho feiz, ar vuhez en e anv.

pezhioù gregorian evit ar stumm ordinal

An Introït gant menech beneadat São Paulo:

 

** *

Stumm « dreist-ordinal »

Forme « extraordinaire »

*

Dominica in Albis In Octava Paschæ *

*

Sul eizvetezh Pask  *

*

*

Vidi aquam * * *

Dazgwerzad (antifonenn) amzer Fask

diouzh Ezekiel 47, 1 & 9, Salm 118 (117),1

 

 

 

a setu ma strinke an dour eus dindan
kostez dehoù an Templ; rak yac’haat a ra, hag
ar vuhez en em zispak e kement lec’h ma’z a ar
froud. S/
Dougit klod d’an Aotrou evit e vadelezh !

Ya, da virviken e pad e drugarez !

Selaouomp

*

*

*

Introït * * *

1. Petri 2, 2 Quasi modo geniti infantes

Diouzh Lizher kentañ sant Pêr (2,2)

Evel bugaligoù nevez-c’hanet, c’hoantait a galon al laezh speredel.

*