Broioù Breizh
Les pays de Bretagne

Broioù hengounel Breizh
Ur steuñvenn evit hor buhez a hiziv

 

Hervez an hengoun ez a nav rannvro d’ober Breizh hag int o klotañ gant an nav eskobiezh o deus roet he stumm d’ar vro.
Hag e diabarzh an tiriadoù-se e kaver c’hoazh ar broioù bihan a zo alies koshoc’h eget savidigezh an eskobiezhoù o-unan, ha zoken kempred eus savidigezh Breizh en Arvorig evel « peier » an hanternoz (Porc’hoed, Paoualed, Poc’hêr…)

An eskobiezhoù

Danevellet e vez e oa bet tizhet ar Gelted gant an Aviel ken abred ha mare an Ebestel. Evel-henn, hervez hengounioù azaouezadus, e teuas Jozef Arimatea da enez Vreizh. Ha damavielet e oa endeo gourenez an Arvorig pa zegouezhas ar Vrezhoned eno, etre ar Vvet hag ar VIIvet kantved, gant o menec’h hag o ebed-eskibion. Diazezañ a rejont neuze o c’humuniezhoù a zeuas diwezhatoc’h da vezañ ar seizh eskobiezh bet savet war eeun gant ar Vrezhoned, ma voe savelet o bevennoù da vare ar roueed Nevenoe hag Erispoe. Evel-se e kaver eskobiezhoù Leon, Treger, Sant-Brieg, Sant-Maloù ha Dol, en hanternoz, war dachenn an Devnon a-wezhall, ha war hini an hen Kornovia, er c’hreisteiz, eskobiezhoù Kernev ha Gwened.

Er reter ez eo eskoptioù Naoned ha Roazhon un aspadenn eus aozadurezh Iliz an Arvorig hag hi renet, diouzh ar patrom roman boutin, gant eskibion, dezho un tiriad tro-dro d’ur geoded eskobiezhel. A-ziforc’h e voe frammet Iliz Breizh war ziazez ar manatioù (Lann) gant o ebed-eskibion o ren war ar c’humuniezhioù stag outo. Diwar-se e c’helle c’hoarvezhout ma kejfe abostolerezh ebed-eskibion disheñvel war un hevelep tiriad. Diwezhatoc’h, pa voe savet an eskobiezhoù tiriadel e rankjod dibab ur gêrbenn da bep hini anezho, evel keoded eskobiezhel, dres evel ma oa endeo Naoned ha Roazhon, ha neuze e voe dilennet manatioù meur bet savet gant sent illur. Evel-se, da gêrbenn an eskobiezh anvet hiviziken eskobiezh Sant-Brieg, e voe dibabet ar geoded bet savet e-harz manati ar sant diazezour, en ul lec’h brav ha distro. O tennañ e orin eus ar manati bet diazezet gant sant Samzun – ez eo eskobiezh Dol avat ur gwir aspadenn eus henaozadur an Iliz vrezhon, gant he ziriad berr tro dro d’ar gêr eskobel hag he enezennadoù niverus a-hed-da-hed tierniezh an hen Domnonea.

Pays traditionnels de Bretagne
Une trame de vie pour aujourd’hui

On départage traditionnellement la Bretagne en 9 pays – bro en breton – correspondant aux 9 évêchés historiques qui ont donné sa phy­sio­nomie au pays.
A l’intérieur de ces territoires existent différents pays dont l’origine est parfois plus ancienne que la création des diocèses bre­tons eux-mêmes, et même contemporaine de la naissance de la Bretagne en Armorique, tels les « paou » du Nord (Porhoët, Clos Poulet, Poher…)

Les Evêchés

On rapporte que les Celtes furent en contact avec l’Evangile dès les temps apostoliques. Ainsi, selon d’antiques et vénérables traditions, Joseph d’Arimathie se rendit en Bretagne insulaire. La péninsule armoricaine elle-même était déjà en partie évangélisée lorsque les Bretons y arrivè­rent, entre les Ve et VIIe siècles, avec leurs moines et leurs abbés-évêques. Ils éta­blirent leurs communau­tés qui devaient donner nais­sance aux sept évêchés de fon­dation proprement bre­ton­ne, dont les limites furent définitivement fixées au IXe siècle, sous les règnes des rois Nominoë et Erispoë. On trouve ainsi, au nord, dans l’ancienne Domnonea, les diocèses de Léon, de Tréguier, de Saint-Brieuc, de Saint-Malo et de Dol, puis au sud, dans l’ancienne Cornovia, les diocèses de Cornouaille et de Vannes.

A l’est, les diocèses de Nantes et de Rennes témoignent de l’organisation gallo-romaine de l’Eglise armoricaine régie par des évêques avec un territoire autour d’une cité épiscopale selon le modèle romain classique. Par contre, selon la tradition insulaire, l’église bretonne se structura à partir des monastères (Lann) dont l’abbé-évêque veillait sur les diverses communautés issues du même monastère. Il en résulte que les apostolats des différents abbés-évêques pouvaient s’en­trecroiser sur un même territoire. Par la suite, quand furent créés les évêchés-territoires, il fallut aussi choisir une cité épiscopale tenant lieu de métropole pour chacun d’eux, sur le modèle de Rennes et Nantes, et ce choix se porta sur certains monastères fondés par des saints illustres. Ainsi fut choisi, pour devenir la capitale de l’évêché appelé désormais de Saint-Brieuc, la cité qui s’était développée jadis autour du monastère fondé par le saint éponyme, dans un endroit beau et retiré. Quant à l’évêché de Dol qui a pour origine le monastère fondé par saint Samson, il est un vestige de l’ancienne organisation toute monastique de l’église bretonne, avec son territoire restreint autour de la ville épiscopale et ses nombreuses dépendances dans toute l’étendue de la principauté domnonéenne.

Ar broioù bihan

E-diabarzh an nav eskobiezh hengounel e kaver neuze broioù pe peier hag a-wezhioù koshoc’h egeto. Da skouer, ar Paou-C’haer (ar Poc’hêr a-hiziv) a oa anezhañ kalz a-raok savidigezh eskobiezh Kernev, m’en doa savet he sant patron – Kaourantin – e vanatioù ha penitioù tri c’hantved bennak a-raok, da vare ar roue Grallon. Kemend-all gant ar Paou-Doubro (Poudouvr) e-keñver eskobiezh Sant-Maloù: ne oa ket anezhañ pa voe savet manatioù sant Mac’hloú, sant Lunaer, sant Tenogad pe Sant-Vaodan a splannas er vro etre aberioù ar Renk hag ar Argenon.

Gant he broioù  hengounel,  dezho bevennoù amstrizh a-wezhioù, emañ Breizh o vleuniañ en he liested dibar ha bepred nevez. Gant ar broioù hengounel hon eus un nor evit dizoleiñ danvez Breizh, sevenadur dilez ar vro o kanañ keviun an dud gant Doue. Gant ar broioù hengounel e kaver ur genrouedad a hengounioù ken pinvidik, ken stank, ken kreñv ha start hag ur ouel gouarc’h koeñvet gant an avel ar mor bras. Ha gant c’hwezh Spered Doue er goueliadur, dre berzh feiz ar Vrezhoned, e c’hello c’hoazh lestr meur ar vro treuziñ ar morioù kounnaret !

Les petits pays

A l’intérieur des 9 évêchés traditionnels, on trouve des pays qui ont souvent une origine plus ancienne encore. Ainsi, le Paou-C’haer (actuel Poher) existait avant même la création du diocèse de Cornouaille, où  Corentin – le saint patron – avait fondé ses monastères et ermitages quelques 300 ans auparavant, à l’époque du roi Gradlon. De même pour le Paou-Douvro (Poudouvre), par rapport au diocèse de Saint-Malo: celui-ci n’existait pas du temps des monastères des saints Malo, Lunaire, Tenogat, Maodan, etc., qui rayonnèrent sur le pays entre la Rance et l’Arguenon.

En ces pays traditionnels, aux limites parfois incertaines, la Bretagne s’épanouit dans sa diversité prodigieuse et toujours nouvelle. Par ces petits traditionnels, nous avons une porte pour découvrir la matière bretonne, la culture authetique du pays chantant l’Alliance des hommes avec Dieu. Ces pays traditionnels forment un   réseau aussi riche, ténu, fort et résistant qu’une voile de chanvre gonflée par le vent du large. Le Saint-Esprit gonflant la voilure grâce à la foi des Bretons, le grand vaisseau Bretagne pourra encore traverser les mers les plus déchaînées.

+*+*+*+*+*+

« Ar bersonelezh a zo kevrin, evel maz eo kevrin bezoud ar bed, kaerder ar bleuñv, nij an evned, emzispleg ar vuhez: ha santout kement-se a zo kultur, ha yezh. Ha kement-se a zo hor buhez kuzh ha don. Ha pa’z en lavaromp ha dimp-ni ha d’ar re all war un dro, evit en em anavezout, e teu da vezañ evidomp ar Vro oc’h en em wriziennañ en amzer dremenet evit en em zispakañ en dazont. Ar vuhez n’eo ket un dra bet ijinet gant an diwezhañ fizikour; un dra gozh ez eo o tont eus ar pep pellañ, hag o vont d’ar pep didermenañ; ha ni, mibion ar vuhez, o klask he ster, betek an donañ eus hec’h orin hag o vennout mont ganti betek ar pep uhelañ eus he fal. » Maodez Glanndour (tennet eus Kregin Mor)

« La personnalité est mystère, comme est mystère l’être du monde, la beauté de la fleur, le vol des oiseaux, l’épanouissmemnt de la vie : et sentir ces choses est culture, est langage. Et tout ceci est notre vie cachée et profonde. Et lorsque nous els disons, à nous-même et aux autres du même coup, pour se connaître, cela devient pour nous le Pays où s’enracine notre passé pour s’épanouir dans l’avenir. La vie n’est pas quelque chose d’inventé par le dernier physicien; c’est quelque chose d’ancien qui vient des origines et qui se prolonge au plus loin, cherchant son sens, jusqu’au plus profond de ses origines et désirant aller au plus haut de son but. » Maodez Glanndour (extrait de Kregin Mor)  

++++++

Ar bedenn evit ar broioù

Ar broioù hengounel zo kement a diegezhioù a ya d’ober tiegezh bras Breizh. Dimp-ni da selaou ouzh kan dibar pep hini anezho a-benn gwiskañ o hêrezh, evit mont gant ar vuhez e kement ha ma’z omp mibion un hengoun a vo bev ennomp en amzer-vremañ.

Ur wezh meizet talvoudegezh broioù Breizh – a-fet sevenadur, hennadelezh, denegezh ha kevredigezh – en em gaver douget d’o c’hinnig da Zoue hag d’E aspediñ d’o gwareziñ ha d’o azblivaat evit ma kendalc’ho Breizh da sevel he mouezh e Kan ar Pobloù.

Daoust ma’z eus bet kalz traoù o vont da get, e tiouganimp gant feiz war an eskern disec’het, o fiziout e pedenn ar sent kozh a zo o relegoù dasparzhet dre ar vro. Hogen, tra ma kendalc’homp a-zevri da sevel ar vro, e lezomp da Zoue ar penaos hag ar galloud evit dont a-benn gant al labour. Breizh da Jezuz !

Prier pour les pays

Les pays sont autant de familles formant la grande famille de Bretagne. Ecoutons le message particulier de chacun pour en assumer l’héritage, pour rentrer dans la vie en tant que fils d’une tradition, une tradition que nous rendons vivante dans le présent.

Dès lors qu’on a pris conscience de l’importance des pays traditionnels de Bretagne – importance culturelle, identitaire, humaine, sociale – on se sent porté à les confier à Dieu et Lui demander de les protéger, de les revivifier, pour que la Bretagne continue d’élever sa voix dans le Chant des Peuples.

Certes, bien des choses ont disparu mais, dans la foi, il nous faut prophétiser sur les ossements desséchés, nous confiant à la prière des vieux saints dont les reliques dorment aux quatre coins du pays. Et nous laissons à Dieu le choix et le secret des modalités qui présideront à la renaissance de sa Bretagne, cependant que nous y travaillons activement. Breizh da Jezuz !

Er pleustr…

Bep bloaz e Tiegezh Santez Anna, da-geñver Gouel ar Steredenn, e vez pedet kement hini da tennañ d’ar bizenn ur vro hengounel eus Breizh hag ur vro bennak eus ar bed da bediñ evito a-hed ar bloaz.

Concrètement…

Chaque année à Tiegezh Santez Anna, à l’occasion de la Fête de l’Etoile, chacun est invité à tirer un pays traditionnel de Bretagne et un pays du monde pour lequel il priera tout au long de l’année.

 

Dizoleiñ broioù Breizh / Découvrir les pays de Bretagne

Kartenn Broioù Breizh

Carte des Pays de Bretagne