Kenunaniezh Tiegezh Santez Anna / Communion de la Famille Sainte Anne

Ur genunaniezh feizidi dindan baeroniezh santez Anna, Mamm ar Werc’hez Vari, ez eo Tiegezh Santez Anna ,e tiegezh meur mignoned Jezuz a zo an Iliz, lec’h ma fell dezho bevañ, neshent ouzh Mab Doue, dindan lusk ar Spered Santel, evit klod an Tad.
Galvet eo izili ar Genunaniezh da vont tre e lid hollvedel an Emglev etre Doue hag an dud o tispakañ o feiz en atil sevenadur o fobl en doare da gemer perzh e kensonadeg pantekostel ar broadoù o tegas d’an Aotrou holl binvidigezhioù o sevenadur goubarzhel.

La Famille Sainte Anne est une communion de fidèles sous le patronage de sainte Anne, Mère de la Vierge Marie, au sein la grande famille des amis de Jésus qu’est l’Eglise, dans laquelle ils désirent vivre, dans l’intimité du Fils de Dieu, sous le souffle du Saint Esprit, pour la gloire du Père.
Les membres de la Communion sont appelés à entrer dans la célébration universelle de l’Alliance entre Dieu et les hommes, épanouissant leur foi dans la culture de leur peuple, afin de prendre part au concert pentecostal des nations en apportant au Seigneur toutes les richesses de leur culture particulière.

E liorzh Lann-Anna. / Dans le jardin de Lann-Anna.

Dindan baeroniezh santez Anna, hag hi merc’h ar Bobl Dibabet ha mamm Mamm ar Salver, e fell da izili Tiegezh Santez Anna, hervez o stad buhez, o vevañ er Vreuriezh pe er Genunaniezh, difraeañ sevenidigezh « mennad madelezhus an Tad, eleze adsevel pep tra er C’Hrist » (Ef 1, 10), hag e strivont evit-se da zispakañ o buhez kristen dre emwriziennañ e Hengoun an Iliz ha pergen en hengoun kristen o bro c’henidik, Breizh en degouezh-mañ, lec’h ma ‘z int galvet da zougen frouezh.

Diwar-se e labouront da genderc’hel ha da neveziñ sevenadur kristen Breizh en e holl arvezioù ha pergen o herouezañ arver ar brezhoneg a voe yezh diazezourion ar vro.

Sous le patronage de sainte Anne, fille du Peuple Elu et mère de la Mère du Sauveur, les membres de Tiegezh Santez Anna, selon leurs états de vie, qu’ils vivent dans la Fraternité ou dans la Communion, désirent hâter la réalisation du dessein bienveillant du Père de tout restaurer dans le Christ » (Eph 1, 10), et ils s’appliquent pour cela à épanouir leur vie chrétienne en s’enracinant dans la Tradition de l’Église et tout particulièrement dans la tradition chrétienne de leur terre d’origine ou d’adoption, en l’occurrence la Bretagne, où ils sont appelés à porter du fruit.

Ils travaillent ainsi à perpétuer et à renouveler la culture chrétienne bretonne dans toutes ses dimensions, et particulièrement à promouvoir l’usage de la langue bretonne qui fut celle des saints fondateurs de la Bretagne.

Da geñver ur bourmenadenn…/ A l’occasion d’une promenade…

Anavezadur kanonel goude bezañ padet hogos tregont vloaz. (Arroud eus Breizh da Jezuz, nv 50, Kerzu 2018)

D’ar 7 a viz Meurzh 2018 – deiz penn-bloaz Erzerc’hadur delwenn santez Anna da  Iwan Nikolazig e 1625 – ez eo bet anavezet Tiegezh Santez Anna gant an Aotrou Centène, eskob Gwened, evel kevredigezh prevez a feizidi gant he dezvadoù piaouel a-fet ar Vreuriezh annezel hag ar Genunaniezh tro-dro dezhi. 

Dougen a reomp trugarez evit an anavezadur kanonel-mañ a vez grataet dimp ; trugarekaat a reomp c’hoazh an Aotrou Eskob evit e fiziañs ennomp, hag e fell dimp trugarekaat ivez an holl re o deus hon skoazellet a-hed ar bloavezhioù tremen. Rak emañ ar Vreuriezh abaoe hogos ugent vloaz e kêriadenn ar Vouster e Roudoualleg. Eno hon eus staliet, dindan gwarez santez Anna hon tammig ti, anvet ganimp Lann-Anna, o kenderc’hel evel-se gant un abadenn kroget dek vloaz a-raok, da heul Deizioù Bed ar Yaouankiz e Kampostella, e miz Eost 1989, m’en doa roet dezho ar pab Yann-Baol II evel dodenn addizoleiñ gwrizioù kristen Europa.           

 Da-geñver an degouezh-se en em gavas ur strollad Bretoned mennet da vuheziñ seurt bodadeg etrebroadel gant fealded ouzh hengoun katolik Breizh. C’hoant ganimp da lakaat hon embregadenn dindan gwarez Paeronez Breizh, e c’houlennjomp ouzh ar c’hizeller Andrev Jouannic sevel un delwenn eus santez Anna a voe benniget e Santiago gant hon Tad-Santel ar Pab. Kehelet e vez an delwenn-se hiviziken er chapelig a zo bet aozet gant ar Vreuriezh en ur staol gozh er Vouster hag a voe benniget d’ar 25 a viz Gouere 2019 gant an Aotrou Madec, Doue d’e bardono, eskob enorus Toulon, genidik eus Plouharnel.

An Aotrou eskob Jozef Madeg e Lann-Anna da geñver bennigadenn ar chapel e 2009 / Mgr Joseph Madeg à Lann-Anna à l’occasion de la bénédiction de la chapelle.

Reconnaissance canonique après bientôt trente ans d’existence. (Extrait de Breizh da Jezuz, n° 50 Décembre 2018)

Le 7 mars 2018 – jour anniversaire de la Manifestation de la statue de sainte Anne à Iwan Nikolazig en 1625 – Tiegezh Santez Anna (Famille de Sainte Anne) a été reconnue par Mgr Centène, évêque de Vannes, comme association privée de fidèles avec ses statuts propres concernant la Fraternité de vie et la Communion qui l’entoure.

Nous rendons grâce pour cette reconnaissance canonique qui nous est accordée ; nous remercions encore Monseigneur l’évêque pour sa confiance et nous voulons remercier également tous ceux qui nous ont soutenus tout au long de ces années passées. En effet, cela fait bientôt vingt ans que la Fraternité est présente dans le village du Moustoir en Roudouallec. Nous y avons établi, sous la protection de sainte Anne, notre modeste maison de Lann-Anna, poursuivant ainsi, après bien des épreuves, une expérience qui avait été inaugurée dix ans plus tôt, suite aux Journées Mondiales de la Jeunesse à Compostelle, en août 1989, auxquelles le pape Jean-Paul II avait donné pour thème la redécouverte des racines chrétiennes de l’Europe.

A cette occasion, un petit groupe de Bretons s’était formé, désireux de vivre cette rencontre internationale en fidélité avec la tradition catholique bretonne. Voulant placer cette démarche sous le patronage de la Patronne de la Bretagne, nous avions confié au sculpteur André Jouannic la réalisation d’une statue de sainte Anne qui fut bénite à Santiago par le Saint-Père. Cette statue est désormais vénérée dans la petite chapelle de Lann-Anna que la Fraternité a aménagée dans une ancienne étable au Moustoir, et qui fut bénite le 25 juillet 2009 par feu Mgr Madec, évêque émérite de Toulon, originaire de Plouharnel.

An Aotrou Remon Centène, eskob Gwened, e Lann-Anna d’ar 17 a viz Kerzu 2018 / Mgr Raymond Centène,, évêque de Vannes, à Lann-Anna le 17 décelbre 2018.

Un amveziadur diaes. (Arroud eus Breizh da Jezuz, nv 50, Kerzu 2018)

Tiegezh Santez Anna zo ganet hag a zo en em ziorreet en un amveziadur diaes, hini ar bedatadur ha krignerezh Breizh hengounel. E douar hon Arvorig he doa ar feiz dec’hanet ur sevenadur, ur sevenadur a vuhez a voe mammenn kement a santelezh a-hed ar c’hantvedoù ! Hogen tra m’en em douelle lod o krediñ e padfe da viken – met petra ‘ raent evit e ziorren ? – lod all, evel an Aotrou beleg Yann-Vari Perrot, pe n’eus ket ken pell, an aotrou beleg Loeiz ar Floc’h, alias Maodez Glanndour, – daoust hag eñ ne voent ket diouganerion ?- a vennas lakaat an dud da emouezañ ouzh an diskar didec’hus a oa war-nes skubañ seurt sevenadur kristen ma ne vije bet graet netra evit e saveteiñ. Evit gwir e oa tonket da vont da get en abeg d’ar Politikerezh jakobin a renas ouzh son an daboulin, e-touez gwalloù all, ur steuñv ezvoudañ ar brezhoneg, anezhañ « alc’houez aour » hor sevenadur dibar.  

Chom feal ouzh hon hêrezh vreizhek a dalv evit gwir, hiziv an deiz evel dec’h, ren ur stourm pemdeziek. « Stourm a ran war bep tachenn », eme hor barzhez Anjela Duval. E seurt stourm en em gavomp hiviziken en hon unanik tra m’emañ ar c’halz muiañ eus ar gristenion o vont, da-heul ar gloer, gant froud an disevenaduriñ. En e lizher a bastor eus Gwengolo 2003, Adnevezadur ar sevenadur breizhek : un dae evit an iliz, e tiskoueze fraezh an Aotrou Eskob Gourves e oa bet un troc’h er gevredigezh e Breizh. Anat eo emañ ar Vretoned o vevañ hiziv an deiz en ur sevenadur yoc’hek ken divreizhekaet ha digristenaet. Soubet int en ur gevredigezh a zo an arc’hant, ar blijadur, ar galloud he zalvoudegezhioù ha lec’h n’eus mui lec’h ebet evit Doue. Hag hiziken, evel ma ouzomp, strivoù meuladus ar re a labour evit gwell ar sevenadur hag ar brezhoneg ne dennont ket mui o fennaennoù eus ar feiz kristen. 

E seurt amveziadur, na reomp amañ nemet brastresañ, e voe diaes kenañ dimp toullañ hon hent. Pet gwezh n’eo ket bet lavaret dimp e oa un dae kollet en a-raok ? … E lakaemp da dremen hor c’harantez-vro a-raok ar feiz ! Pe c’hoazh e nac’hemp un emdroadur didec’hus !  

Gant rad Doue hon eus dalc’het hag e fell dimp, hiziv muioc’h eget biskoazh, dougen testeni, dre buhez ar Vreuriezh hag ar Genunaniezh ha dre Lann-Anna, eus al liamm didorrus etre ar feiz hag hengoun Breizh,  dre ar yezh pergen evel ma vez eztaolet gant al lavarenn « Ar Brezhoneg hag ar Feiz zo breur ha c’hoar e Breizh.« 

Evel-henn ez eo pal hol labourioù liesseurt war dachenn ar yezh hag hengoun Breizh kendeurel da doullañ hiziv un hent evit un enstuzegezh diles eus ar feiz e Breizh e par an avielidigezh nevez bet c’hoantaet gant sant Yann-Baol II. « Tremen a ra an adnevezadur dre ar sevenadur, eme nevez zo an Aotrou Centène, dre adperc’hennañ hon istor a zesko dimp ez eus bet enkadennoù all a voe trec’het. Dindan krogenn-dev an Impalaeriezh roman war zibenn edo o kellidañ e kuzh nerzh dianav ar gristeniezh o c’henel. » (Prezegenn da geñver an Devezhioù ar Gouerien en Abati Itron Varia al Levenez e Kempenieg d’ar Sul 16 a viz Gwengolo 2018)

Un contexte difficile. (Extrait de Breizh da Jezuz, n° 50 Décembre 2018)

Tiegezh Santez Anna est née et s’est développée dans un contexte difficile, celui de la sécularisation et de l’érosion de la Bretagne traditionnelle. En notre terre armoricaine la foi avait engendré une culture, une culture de vie qui engendra tant de sainteté à travers les siècles ! Mais tandis que certains s’illusionnaient sur son maintien – mais que faisaient-ils pour son développement ? -, d’autres, tel l’abbé Yann-Vari Perrot ou encore, plus récemment, l’abbé Loeiz ar Floc’h, alias Maodez Glanndour, -n’étaient-il pas prophètes ? -, voulurent faire prendre conscience du déclin inexorable qui emporterait cette chrétienté bretonne si rien n’était fait pour la sauver. Elle était en effet clairement condamnée à disparaître du fait de la politique jacobine qui, entre autre méfaits,  a mené tambour battant un programme d’éradication de la langue bretonne, la « clé d’or » de cette civilisation originale.

Aujourd’hui comme hier, la fidélité à notre héritage breton est un combat quotidien. « Stourm a ran war bep tachenn », Je me bats sur tous les terrains, disait si bien notre poétesse Anjela Duval. Dans ce combat, nous sommes désormais bien seuls tandis que la masse des chrétiens, emboitant le pas au clergé, a suivi passivement le courant de la déculturation. Dans sa lettre pastorale de septembre 2003, Le renouveau de la culture bretonne : un défi pour l’église, Monseigneur Gourvès soulignait qu’une rupture s’était faite dans la société bretonne. Il est flagrant que les Bretons d’aujourd’hui évoluent dans une culture de masse autant débretonnisée que déchristianisée. Ils sont noyés dans une  société qui a pour valeurs l’argent, le plaisir, le pouvoir, où Dieu n’a plus sa place. Et désormais, nous le savons, les efforts louables de beaucoup de ceux qui œuvrent en faveur de la culture et de la langue bretonne ne puisent plus leur principes dans la foi chrétienne.

Dans un tel contexte que nous ne faisons ici qu’esquisser à grands traits, il nous fut très difficile de tracer notre chemin. Combien de fois n’a-t-on pas dit que c’était un pari perdu d’avance ? Que nous faisions passer notre amour de la Bretagne avant la foi ! Que nous refusions une évolution inexorable !

Par grâce de Dieu, nous avons tenu et aujourd’hui plus que jamais, par la vie de la Fraternité et de la Communion, et par notre maison de Lann-Anna, nous voulons témoigner du lien indéfectible unissant la foi et la tradition bretonne, et spécialement par la langue ainsi que l’exprime l’adage « Ar Brezhoneg hag ar Feiz zo breur ha c’hoar e Breizh« , (le Breton et la Foi sont frère et sœur en Bretagne.)

Aussi nos divers travaux dans le domaine de la langue et de la tradition bretonne ont pour but de contribuer à ouvrir aujourd’hui une voie pour une véritable inculturation de la foi en Bretagne, dans le cadre de la nouvelle évangélisation que saint Jean-Paul II appelait de ses vœux. « Le renouveau passe par la culture, disait récemment monseigneur Centène, par la réappropriation de notre histoire qui nous apprendra qu’il y a eu d’autres crises et qu’elles ont été surmontées. Sous la lourde carapace de l’Empire romain finissant germinait dans le secret la force insoupçonnée de la chrétienté naissante. » (Conférence aux Journées Paysannes à l’Abbaye La Joie Notre-Dame Campénéac, dimanche 16 septembre 2018)

Sevel a-gevret evit padout. (Arroud eus Breizh da Jezuz, nv 50, Kerzu 2018)

En ul levr nevez, dezhañ da ditl : « Penaos bezañ kristen en ur bed n’eo ket mui kristen. An dae beneadat« , e kemenn dimp an Amerikan Rod Dreher : »Ma ‘m eus skrivet al levr-se ez eo evit dihuniñ an Iliz, he broudañ da zont da vezañ oberiant, da emsevel keit ha ma chom amzer. Mar fell dimp treuzvevañ, e rankomp distreiñ da wrizioù hor feiz, en hor soñjoù kenkoulz hag en hon oberoù. Dav e vo dimp stagañ en-dro gant boazioù diabarzh bet dilezet gant kristenion ar C’Hornôg. Ret e vo kemm a-grenn hor buhez, hor sell war ar bed. En er ger, ret e vo dimp bezañ an Iliz, hep treuzvarc’had, forzh pehini e vefe ar priz. »

E seurt komzoù e kaver un doare heklev da re an hini a zeuas da vezañ Benead XVI pa oa c’hoazh kelenner doueoniezh ha pa ziogelas, e koulz ur brezegenn bouezus, edo an Iliz en ur mare arbennik tre, a geñverias ouzh hini ar pab Pius VI bet skrapet gant bostadoù Republik Bro-C’Hall ha marvet er vac’hidigezh e 1799. An Iliz en em gave neuze, emezañ, dirak ur galloud mennet d’he raskañ da viken, o kenkizañ he madoù, o skarzhañ an urzhioù relijiel. « Genel a ray en-dro, eme neuze ar c’helenner e stumm un diougan, tro-dro da strolladoù bihan ha da luskadoù bihanniverek a lakaio ar feiz e-kreiz o goanag. »   

Daoust d’ar c’horventennoù en deus dalc’het Tiegezh Santez Anna gant amveziadoù diaes hag e rank hiziv c’hoazh taliñ ouzh daeoù liesseurt. Emañ ar Vreuriezh o vevañ hag o tiorren he abostolerezh diwar labour he izili ha brokusted he madoberourion. Daoust ma n’eus nemet tri breur enni evit ar poent e ranker desellout he c’hreskidigezh. Hogen hon ti e Lann-Anna, hag a zo ivez lec’h emgav boas izili ar Genunaniezh, a goust ker dimp hag a zo diazas kenañ ouzh hon obererezhioù. Labourioù bras a vo d’ober neuze ha na c’heller amwelout anez dimp kenstrollañ muioc’h a vadoberourion prest d’hon harpañ. Anez da se, e vefe hon dazont en arvar evit gwir. Daoust hag-eñ e vo lezet da vont da get an ti nemetañ lec’h ma lider bemdez Doue ul liderezh e brezhoneg ? Meur a wezh ez eus bet savet ur seurt goulenn er bloavezhioù tremenet hag emañ o vont da sevel en-dro ma ne c’hoarvez netra.    

 Daoust hag-eñ n’eo ket embregadenn Lann-Anna un doare respont da gouviadenn Benead XVI pa c’halve da « sevel enezouigoù a gristeniezh lec’h ma c’hello an holl dont da vammenniñ a-nevez » ? Ha dre hon abostolerezh e Breizh, ken digristenaet ma’z eo hiviziken, eo stag ivez hon emouestladenn ouzh mennad ar pab Frañsez o c’hervel ar gristenion da vont davet an trobarzhioù. Hiziv e tle Tiegezh Santez Anna kaout ho skoazell evit gounit seurt daeadenn e Breizh !

Construire ensemble pour durer. (Extrait de Breizh da Jezuz, n° 50 Décembre 2018)

Dans un livre récent, intitulé « Comment être chrétien dans un monde qui ne l’est plu. Le pari bénédictin« , l’Américain Rod Dreher nous prévient : « Si j’ai écrit ce livre, c’est pour réveiller l’Eglise, l’encourager à agir, à se renforcer tant qu’il est encore temps. Si nous voulons survivre, il nous faut retourner aux racines de notre foi, dans nos pensées comme dans nos actes. Il va nous falloir renouer avec des habitudes intérieures que les croyants occidentaux ont délaissées. Il va nous falloir radicalement changer nos vies, notre vision du monde. En un mot, il va nous falloir être l’Eglise, sans compromis, quel qu’en soit le coût. »     

 Ces paroles font en quelque sorte écho à celles du futur Benoit XVI, alors qu’il était encore professeur de théologie, lorsqu’il affirma lors d’une conférence mémorable que l’église se trouvait à une époque tout à fait particulière, qu’il compara à celle du pape Pie VI, enlevé par les troupes de la République française et mort en captivité en 1799. L’Église était alors confrontée à une puissance désireuse de l’éliminer à jamais, confisquant ses biens, supprimant ses ordres religieux. « Elle renaîtra, dit alors le professeur, comme sous forme de prophétie, autour de petits groupes, et de mouvements minoritaires qui remettront la foi au centre de leur espérance. »

Malgré les tempêtes, Tiegezh Santez Anna s’est maintenue dans des conditions difficiles et doit faire face aujourd’hui à bien des défis. La Fraternité vit et développe son apostolat grâce au travail de ses membres et à la générosité de ses bienfaiteurs. Si elle ne compte aujourd’hui que trois frères, il faut envisager son développement. Or, notre maison de Lann-Anna, qui est aussi le lieu de rencontre habituel des membres de la Communion, nous coûte cher et est très inadaptée à nos activités. Des travaux importants sont nécessaires mais ne sont pas envisageables sans une nouvelle et plus forte mobilisation des bonnes volontés. Sans cela notre avenir est réellement menacé. Laissera-t-on disparaitre le seul lieu où l’on célèbre aujourd’hui quotidiennement une liturgie en langue bretonne ? La question s’est déjà posée ces années passées et risque de se poser à nouveau si rien ne se passe.  

L’aventure de Lann-Anna n’est-elle pas une réponse en Bretagne à l’invitation de Benoit XVI de « construire des petits ilots de chrétienté dans lesquels tous peuvent venir se ressourcer » ? Par notre apostolat dans une Bretagne désormais si déchristianisée, notre engagement rejoint aussi le vœu du Pape François invitant les chrétiens à aller vers les périphéries. Aujourd’hui, Tiegezh Santez Anna a besoin de vous pour relever ce défi en Bretagne.  

Dizoleiñ Kenunaniezh Tiegezh Santez Anna →
Découvrir la Communion Tiegezh Santez Anna     →