Trede Sul ar C’horaiz

Tre Sul ar C'horaiz gant ar "stumm Ordinal" 
3ème Dimanche de Carême dans la "forme ordinaire"

An Aviel santel hervez sant Yann

 

 

(4, 5-42)
Savit ho taoulagad ha gwelit ar maezioù, emaint o wennaat evit an eost.

En amzer-se, Jezuz en em gavas eta gant ur gêr eus Samaria, anvet Sikar, damdost d’an douaroù bet roet gant Yakob d’e vab Jozef. Eno edo puñs Yakob. Ha Jezuz, skuizh gant an hent, a oa en e goazez evel-se war vord ar puñs. War-dro kreisteiz e oa anezhi. Ma tegouezhas ur vaouez eus Samaria, o tont da dennañ dour. Lavarout a eure Jezuz dezhi: «Ro din da evañ.» Rak e ziskibion a oa aet e kêr da brenañ boued. Met ar vaouez samariat-se a respontas dezhañ: «Penaos, te hag a zo Yuzev, a c’houlenn da evañ diganin-me, ur Samariadez?» Rak ar Yuzevion n’o devez darempred ebet gant ar Samariz. Jezuz a respontas en ur lavarout dezhi: «Mar anavfes donezon Doue ha piv eo a lavar dit :  »Ro din da evañ », eo te marteze az pije graet outañ an hevelep goulenn ha roet en divije dour bev dit-te.» «Aotrou, emezi, n’ec’h eus netra da dennañ dour ha don eo ar puñs. A belec’h eta az pije an dour bev-se? Ha te ‘zo brasoc’h eget hon tad Yakob en deus roet dimp ar puñs-mañ hag evet dioutañ e-unan, koulz hag e vugale hag e loened?» Respont a reas Jezuz dezhi ha lavarout: «Kement hini a ev eus an dour-mañ en devo sec’hed c’hoazh; met an neb a evo eus an dour a roin-me dezhañ n’en devo sec’hed biken ken hag an dour a roin dezhañ a zeuio da vezañ ennañ ur vammenn-dour o strinkañ evit ar vuhez peurbadel.» Ar vaouez a lavaras dezhañ: «Aotrou, ro din eus an dour-se, evit na ‘m bo ket sec’hed ken, ha na zeuin ket ken amañ da dennañ dour.» Jezuz a lavaras dezhi: «Kae da c’hervel da bried ha deus amañ en-dro.» Ar vaouez a respontas: «Ne ‘m eus pried ebet.» Ha Jezuz a lavaras dezhi: «Lavaret mat ac’h eus, n’ac’h eus pried ebet, rak pemp pried ac’h eus bet hag an hini a zo ganit bremañ n’eo ket da bried eo; gant se eo ar wirionez ac’h eus lavaret.» «Aotrou, a lavaras ar vaouez dezhañ, gwelout a ran ez out ur profed. Hon tadoù o deus azeulet war ar menez-mañ, C’hwi avat a lavar eo e Jeruzalem emañ al lec’h ma ‘z eus da azeuliñ?» «Kred-me, maouez, eme Jezuz, dont a ra an eur na vo ken na war ar menez-mañ, nag e Jeruzalem ho po da azeuliñ an Tad. C’hwi a azeul ar pezh n’anavezit ket; ni avat a azeul ar pezh a anavezomp, rak ar silvidigezh a zeu eus ar Yuzevion. Met dont a ra an eur, ha bremañ eo dija, ma vo ar gwir azeulerion oc’h azeuliñ an Tad e spered hag e gwirionez; rak ar re-se eo a vez klasket gant an Tad da azeulerion dezhañ. Doue a zo spered, hag ar re e azeul o deus d’e azeuliñ e spered hag e gwirionez.» Ar vaouez a respontas: «Gouzout a ran emañ ar Mesiaz o tont, an hini a reer Krist anezhañ; pa vo deuet hennezh e kemenno dimp pep tra.» Lavarout a reas Jezuz dezhi: «Me eo, me hag a gomz ouzhit.» War ar c’homzoù-se e tegouezhas e ziskibion, ha souezhet e oant dre m’edo o komz gant ur vaouez. Hini anezho koulskoude ne lavaras dezhañ: «Petra glaskez pe perak e komzez ganti?» Ar vaouez neuze a lezas eno he fod-dour, da vont e kêr ha da lavarout d’an dud: «Deuit da welout un den hag en deus lavaret din kement am eus graet. Daoust hag hennezh n’eo ket ar C’hrist?» Mont a rejont er-maez eus kêr da zont d’e gaout. E-keit-se, e ziskibion a zalc’he warnañ en ur lavarout : «Rabbi, debr.» Met eñ a lavaras dezho: «Me am eus ur boued da zebriñ n’anavezit ket c’hwi.» An diskibion a lavare kenetrezo: «Daoust hag unan bennak en deus degaset dezhañ da zebriñ?» Lavarout a reas Jezuz dezho: «Va bevañs eo ober youl an Hini en deus va degaset ha kas da benn e oberenn. Hag-eñ ne lavarit ket:  »Pevar miz c’hoazh hag emañ an eost? » Setu ma lavaran deoc’h: Savit ho taoulagad ha gwelit ar maezioù, emaint o wennaat evit an eost. Dija en deus ar meder e c’hopr hag emañ o tastum frouezh evit ar vuhez peurbadel, en doare m’en em laouenaio an hader kenkoulz hag ar meder. Rak gant se eo gwir amañ ar c’hrennlavar:  »Unan a had, un all a ved. » Ho kaset am eus da eostiñ ar pezh n’ho poa ket labouret; reoù all o deus poaniet ha c’hwi a zo aet war o labour.»
Kalz a Samariz eus ar gêr-se a gredas ennañ war gomz ar vaouez-se o reiñ an testeni-mañ: «Diskleriet en deus din holl gement am eus graet.» O vezañ deuet eta d’e gaout, ar Samariz e bedas da chom ganto. Ha chom a reas eno daou zevezh. Neuze kalz muioc’h c’hoazh a gredas ennañ en abeg d’e gomzoù; hag e lavarent d’ar vaouez: «N’eo ket mui diwar da lavar e kredomp; rak ni hon-unan hon eus e glevet ha gouzout a reomp ez eo hemañ e gwirionez a zo Salver ar bed !»

pezhioù gregorian evit ar stumm ordinal

*

Stumm « dreist-ordinal » * * *

Forme « extraordinaire »

Domenica Tertia in Quadragesima

*

Sanctus

Kyriale XVII

קָדוֹשׁ קָדוֹשׁ קָדוֹשׁ ה’ צְבָאוֹת מְלֹא כָל הָאָרֶץ כְּבוֹדוֹ

anctus, Sanctus, Sanctus Dóminus Deus Sábaoth.
Pleni sunt caeli et terra glória tua.
Hosánna in excélsis.
Benedíctus qui venit in nómine Dómini.
Hosánna in excélsis.

 

Selaouomp