Eil Sul ar bloaz B
& An Eil Sul goude an Epifaniezh

Sul 17 a viz Genver 2021                                          

Stumm ordinal: Eil Sul eus an Amzer ar bloaz B      *     Stumm dreist-ordinal: Eil Sul goude ar Epifaniezh

Dimanche 17 janvier 2021  

Forme Ordinaire Temps Ordinaire année B: 2e dimanche année B    *    Forme Extraordinaire: 2e dimanche après l’Epiphanie

 

*

 

vit ar stumm « ordinal » eo ar Sul-mañ eil Sul an amzer boutin (bloaz B); evit ar stumm « dreistordinal » (lec’h ma n’eo ket echu c’hoazh amzer ar Ginivelezh) e vez graet anezhañ an eil Sul goude an Epifaniezh. En daou stumm-se e rank ar sonerezh gregorian bezañ gourfouezus: « Gant ar sonerezh sakr, dre vezañ unanet start gant al liderezh hag e destennoù, e rank bezañ ar perzhioù-mañ: santelezh, arz gwirion hag hollveziadegezh » (Kardinal Sarto, Pab Pius X goude-se).

Dans la forme « ordinaire », on est au Dimanche après l’Epiphanie; dans la forme « extraordinaire », pour laquelle le temps de la Nativité n’est pas fini, il s’agit du 2e Dimanche après l’Epiphanie. Dans les deux formes, le chant grégorien doit être prépondérant: «La musique sacrée, par son étroite union avec la liturgie et avec le texte liturgique, doit posséder au plus haut degré ces vertus: sainteté, vérité de l’art et universalité » (Cardinal Sarto, futur Pie X).

*

 

daved al load « Grégorien en paroisse« 

Stumm ordinal – bloavezh B:

eus an Aviel santel hervez sant Yann

 

1, 35 -42

 



welout a rejont al lec’h e veze hag e chomjont gantañ.

En amzer-se edo Yann eno gant daou eus e ziskibion, hag o sellout ouzh Jezuz o tremen, e lavaras: «Setu Oan Doue.» Hag an daou ziskibl o vezañ e glevet o komz evel-se, a yeas da-heul Jezuz.
Met Jezuz o treiñ war-zu enno hag ouzh o gwelout o tont war e lerc’h, a lavaras dezho: «Petra a glaskit?» Respont a rejont dezhañ: «Rabbi (pezh a dalvez Mestr), pelec’h emaout o chom?» Lavarout a reas dezho: «Deuit ha gwelit.» Mont a rejont hag e weljont e pelec’h edo o chom, ha gantañ e chomjont an deiz-se: war-dro an dekvet eur e oa.
Hogen Andrev, breur da Simon-Pêr, a oa unan eus an daou o devoa klevet komzoù Yann hag a oa aet da-heul Jezuz. Kentañ den a gavas hemañ a voe e vreur Simon hag e lavaras dezhañ: «Kavet hon eus ar Mesiaz», ar pezh a dalvez da lavarout: Krist. Hag e zegas a reas da Jezuz.
O vezañ sellet outañ Jezuz a lavaras: «Te eo Simon, mab Yann; te a vo Kefas da anv», ar pezh a dalv da lavarout: Pêr (Maen).

 

daved al load  » Introïbo « 

tumm dreistordinal

 

*

ominica Secunda post Epiphaniam

*

         *

*

Digoradur

Levr ar Salmoù 65, 4

Omnis terra adóret te, Deus, et psallat tibi: psalmum dicat nómini tuo, Altíssime.

Dirazoc’h e stou an douar a-bezh,

kanañ a ra evidoc’h, kanañ a ra hoc’h anv.

 

65,1-2 / Iubiláte Deo, omnis terra, psalmum dícite nómini eius: date glóriam laudi eius.

ouc’hit da Zoue, douar a-bezh, kanit klod e anv,

dougit klod dezhañ gant ho meuleudi.

 

 

Evit kanañ an digoradur (Introït)

 

 

 

 

*