21vet Sul, pe: Ar 12vet Sul goude ar Sul-Gwenn

Er stumm goude-senedel ("Ordinal"): 21vet Sul an amzer ordinal, gant an tamm Aviel da heul amañ. Stumm "dreistordinal": "An daouzekvet Sul goude ar Sul-Gwenn", a gavot pezhioù anezhi da heul, pezhioù sonerezh pergen diouzh an doare gregorian bet pleustret adarre en Iliz roman diwar c'houlenn ar pab sant Pius X.
An daou stumm-se a zo anezho hervez lid roman an Iliz katolik a vez lidet gantañ an oferennoù santel e Breizh hag hervez ma vo dibabet gant ar beleg pe ar stumm diouzh ar lid anvet "Sant Pius V", pe an hini bet ijinet e-doug ar sened meur anvet "Vatikan II". En daou stumm-se e rank ar sonerezh gregorian bezañ gourfouezus: "Gant ar sonerezh sakr, dre vezañ unanet start gant al liderezh hag e destennoù, e rank bezañ ar perzhioù-mañ: santelezh, arz gwirion hag hollvezadegiezh" (Kardinal Sarto, Pab Pius X goude-se).

Voici quelques pièces pouvant nous introduire à la sainte Liturgie catholique de ce Dimanche, selon le rite romain adopté en Bretagne. Cette Liturgie existe actuellement sous deux formes: l'une se nomme "Forme ordinaire", d'après la réforme conciliaire qui intitule ce Dimanche " 21e Dimanche du temps ordinaire", dont le passage d’Évangile qui suit en langue bretonne. Vous trouverez ensuite quelques pièces pour l'autre forme liturgique, dite "Forme extraordinaire", qui formule ce Dimanche ainsi: "12e Dimanche après la Pentecôte", selon le rite d'avant le Concile Vatican II. Dans les deux formes, le chant grégorien doit être prépondérant: «La musique sacrée, par son étroite union avec la liturgie et avec le texte liturgique, doit posséder au plus haut degré ces vertus: sainteté, vérité de l'art et universalité" (Cardinal Sarto, futur Pie X).

 

Stumm goude-senedel – bloavezh A:

 

eus an Aviel santel hervez sant Vazhev

 

 

 

16, 13-20


 e a zo Pêr, hag e roin dit alc’hwezioù rouantelezh an neñvoù.

En amzer-se Jezuz deuet e korn-bro Kaezareia-Filip a c’houlennas digant e ziskibien: «Piv, a lavar an dud, eo Mab an Den?»
Respont a rejont dezhañ: «Darn a lavar Yann Vadezour, darn Elia, darn Yeremia, pe unan bennak eus ar Brofeded».
«C’hwi avat, emezañ, piv e lavarit ez on-me?»
Simon Pêr a respontas: «Te eo ar Mesiaz, Mab an Doue bev.»
Jezuz a eilgerias dezhañ: «Eürus out-te, Simon, mab Yonas, rak n’eo ket ar c’hig nag ar gwad o deus diskuliet kement-se dit, met va Zad a zo en Neñvoù.
Ha me a lavar dit : Te eo Maen, ha war ar Maen-se e savin va Iliz, ha galloudoù an Ifern ne drec’hint ket warni. Reiñ a rin dit alc’hwezioù Rouantelezh an Neñvoù, ha kement a liammi war an douar a vo ivez liammet en Neñvoù; ha kement a ziliammi war an douar a vo ivez diliammet en Neñvoù.» Neuze e c’hourc’hemennas d’e ziskibion chom hep lavarout da zen e oa eñ ar Mesiaz.

 

** *

 

Stumm raksenedel

Forme anteconciliaire

*

Dominica Duodecima post Pentecosten *

              *

 

 

*

*  Daouzekvet Sul goude ar Sul-Gwenn *

*

*

*

 

   

Digoradur

Salm 69, 2-3

Deus, in adiutórium meum inténde : Dómine, ad adiuvándum me festína : confundántur et revereántur inimíci mei, qui quærunt ánimam meam.

O Doue, aketit d’am gwarediñ; o Aotrou, hastit d’am skoazellañ.

Ra vo mezekaet ha trenobiet ar re a glask war-lerc’h va ene.

Ra souzint en a-dreñv mezhekaet, ar re o deus plijadur gant va gwalleur.

 

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*

Sant Yoakim

*+*+*+*+*+*+*+*+*  
   

*

 

*