15vet Sul, pe:
Ar 6vet Sul goude ar Sul-Gwenn

Er stumm goude-senedel ("Ordinal"): 15vet Sul an amzer ordinal, gant an tamm Aviel da heul amañ. Stumm "dreistordinal": "Ar c'hwec'hvet Sul goude ar Sul-Gwenn", a gavot pezhioù anezhi da heul, pezhioù sonerezh pergen diouzh an doare gregorian bet pleustret adarre en Iliz roman diwar c'houlenn ar pab sant Pius X.
An daou stumm-se a zo anezho hervez lid roman an Iliz katolik a vez lidet gantañ an oferennoù santel e Breizh hag hervez ma vo dibabet gant ar beleg pe ar stumm diouzh ar lid anvet "Sant Pius V", pe an hini bet ijinet e-doug ar sened meur anvet "Vatikan II". En daou stumm-se e rank ar sonerezh gregorian bezañ gourfouezus: "Gant ar sonerezh sakr, dre vezañ unanet start gant al liderezh hag e destennoù, e rank bezañ ar perzhioù-mañ: santelezh, arz gwirion hag hollvezadegiezh" (Kardinal Sarto, Pab Pius X goude-se).

Voici quelques pièces pouvant nous introduire à la sainte Liturgie catholique de ce Dimanche, selon le rite romain adopté en Bretagne. Cette Liturgie existe actuellement sous deux formes: l'une se nomme "Forme ordinaire", d'après la réforme conciliaire qui intitule ce Dimanche " 15e Dimanche du temps ordinaire", dont le passage d’Évangile qui suit en langue bretonne. Vous trouverez ensuite quelques pièces pour l'autre forme liturgique, dite "Forme extraordinaire", qui formule ce Dimanche ainsi: "6e Dimanche après la Pentecôte", selon le rite d'avant le Concile Vatican II. Dans les deux formes, le chant grégorien doit être prépondérant: «La musique sacrée, par son étroite union avec la liturgie et avec le texte liturgique, doit posséder au plus haut degré ces vertus: sainteté, vérité de l'art et universalité" (Cardinal Sarto, futur Pie X).

 

Stumm goude-senedel – bloavezh A:

 

eus an Aviel santel hervez sant Vazhev

 

 

 

13, 1-23
et eo an hader da hadañ.

En devezh-se ez eas Jezuz er-maez eus an ti hag ec’h azezas war ribl ar mor. Un engroez bras a dud en em zastumas en-dro dezhañ, ma pignas en ur vag ha ma azezas enni, tra ma chome an dud war an aod.
Hag e komzas outo eus kalz traoù dre barabolennoù. Hag e lavare: «Setu ma ‘z eas an hader er-maez da hadañ. Hag e-pad m’edo oc’h hadañ, e kouezhas lod eus ar greun a-hed an hent, ha laboused an neñv a zeuas hag o debras. Greun all a gouezhas en ul lec’h meinek n’o devoa ket eno kalz a zouar; kerkent e tiwanjont dre ne oa ket a zonder douar; met pa savas an heol e voent suilhet, hag evel n’o devoa ket gwrizioù e tisec’hjont. Greun all a gouezhas e-mesk an drein; met an drein a savas hag o mougas. Reoù all a gouezhas en douar mat, hag e rojont frouezh, unan kant evit unan, un all tri-ugent, un all tregont. Ra glevo an neb en deus divskouarn».
Neuze e ziskibion o tostaat outañ a lavaras: «Perak e komzez dezho dre barabolennoù?» Respont a reas: «Deoc’h-C’hwi eo bet roet anavezout kevrinoù Rouantelezh an Neñvoù; dezho avat n’eo ket roet. Rak an neb en deus e vo roet dezhañ, hag en-fonnus en devo; met an neb n’en deus ket, e vo tennet digantañ zoken ar pezh en deus. Setu perak e komzan dezho dre barabolennoù, rak pa sellont ne welont ket, ha pa selaouont ne glevont ket, ne gomprenont ket. Evito e teu da wir diougan Izaia: Klevout a reot gant ho tivskouarn, ha ne gomprenot ket; sellout a reot gant ho taoulagad ha ne welot ket. Rak kaletaet eo kalon ar bobl-mañ, pounner-glev eo deuet o divskouarn da vezañ; ha serret o deus o daoulagad, gant aon n’o divije gwelet o daoulagad, n’o dije klevet o divskouarn, n’en divije komprenet o spered, n’o divije kemmet o buhez, ha n’em bije roet dezho ar pare?
«Evidoc’h-C’hwi, eürus ho taoulagad dre ma welont hag ho tivskouarn dre ma klevont.
E gwirionez ma lavar deoc’h, kalz profeded ha tud santel o deus c’hoantaet gwelout ar pezh a welit ha n’o deus ket gwelet, klevout ar pezh a glevit ha n’o deus ket klevet.»
«C’hwi eta, selaouit petra dalv parabolenn an hader. Evit kement hini a glev komz ar Rouantelezh hep he c’hompren, e teu an hini drouk da skrapañ ar pezh a zo bet hadet en e galon; setu aze ar pezh a zo bet hadet a-hed an hent. Ar greun kouezhet war ar meinek a zo evel an hini a glev ar gomz hag he degemer raktal gant levenez, hogen n’eus ket donder ennañ, n’en deus ket dalc’hegezh, ha kerkent ma teu an drubuilh pe an heskinerezh en abeg d’ar gomz, diouzhtu e kav tro da gouezhañ. An had taolet e-mesk an drein a zo evel an hini a glev ar gomz, nemet gant damant ar bed ha touell ar binvidigezh e vez mouget ar gomz ha difrouezh e chom. En divezh an had en douar mat a zo evel an hini a glev ar gomz, he gompren, a zoug frouezh ervat, hag a ro kant, pe tri-ugent, pe tregont evit unan.»

 

** *

 

Stumm raksenedel

Forme anteconciliaire

*

Dominica Sexta post Pentecosten *

              *

*

*  C’hwec’hvet Sul goude ar Sul-Gwenn *

*

*

*

Digoradur

Dóminus fortitudo plebis suæ, et protéctor salutárium Christi sui est : salvum fac pópulum tuum, Dómine, et benedic hereditáti tuæ, et rege eos usque in sǽculum.

Salm 27, 8-9.

An Aotrou eo nerzh e bobl,

ur vodenn a silvidigezh evit e Olevad.

Salvit ho tud ha bennigit hoc’h hêrezh,

Ouzh o feuriñ hag o dougen da viken.

 

Studio del Canto Gregoriano, DOMINUS FORTITUDO, Introito II Modo, Hebdomada XII, Tempo per anno, Ps. 27, 8, Gr. 294, L.U. 1006. Giovanni Vianini, direttore SCHOLA GREGORIANA MEDIOLANENSIS, Milano, Lombardia. Remixato dallo studio Gayotti, Bretagna.






 

 *

*

Donezonoù

Bennozh Doue deoc’h evit ho profoù, rak nebeut a arc’hant ha kalz ezhommoù ez eus e Lann-Anna. Evit kas ur prof

Appel aux dons

Notre oeuvre ne reçoit que très peu de dons. Merci à vous de nous permettre d’agrandir nos murs et nos âmes. Pour aller au formulaire

 

*